Antoon van Dyck : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Antoon Van Dyck adkaset da Antoon van Dyck: reishoc'h eo
D Robot ouzhpennet: hy:Անտոնիս վան Դեյք; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Anthonyvandyckselfportrait.jpeg|thumb|right|300px|Antoon Van Dyck : emboltred]]
Sir '''Anthony''' ('''Antoon''') '''Van Dyck''' ([[22 a viz Meurzh]] [[1599]] en [[Antwerpen]] – [[9 a viz Kerzu]] [[1641]] e [[Blackfriars]] ( [[Londrez]])), a oa ul livour flandrezat eus al luskad [[barok]]. Brudet eo dreist-holl a-drugarez d'e boltredoù ha d'e engravadurioù. Bet eo ivez livour lez [[Bro-Saoz]].
 
== E vuhez ==
Antoon Van Dyck a oa mab ur gwerzher gwiad pinvidik. Merzet e voe e zonezon, hag eiler pennañ [[Pieter Paul Rubens]] e voe etre [[1610]] ha [[1614]]. Livour emren e teuas da vezañ e [[1615]].
E [[1620]] e reas e veaj kentañ da Vro-Saoz, met ne zeuas ket a-benn da vezañ kinniget da [[James Iañ a Vro-Saoz]], ar roue. Pevar miz goude e tistroas da [[Flandrez]]. Goude-se ez eas da [[Italia]], hag eno e studias e-pad c'hwec'h vloaz oberennoù arzourien evel [[Titian]] ha [[Paolo Veronese]]. Eno ivez e stagas gant al livañ poltredoù. E Genova en em stalias, hag er gêr-se e kinklas palezioù an noblañs gant taolennoù a denne d'ar relijion ha poltredoù hag a lakae war wel renk uhel an dud-se er gevredigezh. E [[1627]] e tistroas da Anvers hag eno e livas meur a bennoberenn. [[Charlez Iañ a Vro-Saoz ]] a glevas kaoz eus e vrud, hag e c'halvas anezhañ da zont da Vro-Saoz. E [[1632]] e tistroas Van Dyck da [[Londrez]], ha buan e reas berzh. Livañ a reas poltredoù ar roue, re [[Henrietta Anne Stuart]], hag ivez poltredoù merc'h ar roue ha poltredoù meur a zen eus al lez. Emblotredoù ha potredoù e vestrez anvet [[Margaret Lemon]] a livas ivez. E dibenn e vuihez ne rae ken peurechuiñ taolennoù a oa bet savet gant e zeskibien diwar e zamdresadennoù.
 
Lakaet e voe da varc'heg d'ar 5 a viz Gouere [[1632]], ha lakaet da « livour kentañ boutin e Veurdez » e [[1633]]. Ul leve bras a-walc'h a veze resevet gantañ, ha dimeziñ a reas gant merc'h [[Lord Ruthven]]. Sir Anthony Van Dyck a grouas evit lez Bro-Saoz taolennoù hag a ziskoueze splann hollc'halloud ar roue. E [[1634]] e reas ur veaj vihan da [[Anvers]], hag e [[1641]] ez eas da [[Frañs]].
Pa varvas e voe douaret Van Dyck e iliz-veur Sant Paol e [[Londrez]].
 
Bras e voe levezon Van Dyck war ar boltredourien saoz hag alies e vez gwelet evel krouer skol saoz al livañ.
 
Un enlivad eoulliv a zo anvet ''gell van Dyck''<ref>Gwelout [http://www.laspar.com/produits/aerocolor/Pbrun_van_dyck.htm Gell van dyck]</ref>, hag ez eus ivez un doare-ober luc'hskeudennoù a zo anvet [[doare-ober Van Dyke]].
 
== Notenn ==
<references />
 
== Taolennoù ==
 
<gallery>
Linenn 35:
* Christopher Brown, Hans Vlieghe ; avec la collab. de Frans Baudouin, Piero Boccardo, Judy Egerton,... [ha tud all]., ''Van Dyck, 1599-1641 : [Diskouezadeg, Koninklijk Museum von Schone Kunsten, Anvers, 15 a viz Mae – 15a viz Eost 1999, Royal Academy of arts, Londrez, 11 a viz Gwengolo - 10 a viz Kerzu 1999]''. Gand ; Amsterdam : Ludion ; Paris : Flammarion, 1999.
 
=== Liammoù diavaez ===
* [http://www.culturespaces-minisite.com/vandyck Lec'hienn diwar-benn diskouezadeg Van Dyck e mirdi Jacquemart-André]
* [http://balat.kikirpa.be/DPB/FR/FMPro?-db=Dictionnaire.fp5&-lay=web&-format=Detail_notice.htm&ID_dpb=5561&-find Geriadur livourien Belgia]
* [http://www.musee-jacquemart-andre.com/fr/jacquemart/492-peinture_hollandaise/ ''Le Temps coupe les ailes de l’Amour'' ] gant Anton Van Dyck e mirdi Jacquemart-André
* [http://www.abcgallery.com/V/vandyck/vandyck.html Anthony van Dyck - Olga’s Gallery]
Linenn 43:
 
{{DEFAULTSORT:Van Dyck, Antoon}}
 
[[Rummad:Livourien velgiat]]
[[Rummad:Arzoù]]
Linenn 64 ⟶ 65:
[[hr:Anthonis van Dyck]]
[[hu:Anthony Van Dyck]]
[[hy:Անտոնիս վան Դեյք]]
[[io:Antoon van Dyck]]
[[is:Antoon van Dyck]]