Felibrige : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: oc
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
Skol lennegel savet e [[Provañs]] gant [[Frederic Mistral]], [[Teoudor Aubanel]], [[Jouzep Roumanil]] ha pevar ag o mignoned, evit skrigañ adsav lennegel an [[okitaneg]]. Ar felibrige en-deus ar h/capoulier èl prezidant, hag an naù-ha-daou-ugent majouraùs, a zibab anehoñ, èl parlament. Àr-dro [[1850]], ar werzourion okitanat a sant an afér en em dastum, hag en em kempenn, get ar soñj rein un alan neùé d’ar lennegeh hag ar yeh oc. Int a za arleh an diaraogerion : an abat Millot (Histoire littéraire des troubadours, [[1794]]), [[Fabre d’Olivet]] ha [[Raynouard]] (Choix de poésies originales des troubadours, [[1816]]-[[1821]]). Hiè a fall dehé derhel un hengoun barzeg, a za ag ar «chansos» ag an troubadours, hag eùéhein purted ar yeh.
E wir, ur skol arall a oé dija pa Frederic Mistral a oé yaouank hoah, « li troubaires », e Marsilha[[Marselha]], met he izili a oentoa stummet hepken get ar gér. Ar Felibrige, ganet e Provañs a laboura aveit rah ar Vro Oc.
 
Neuzen, ar 21 ar miz mê er blé 1854, e-barh ar hastell ha Font-Segugna, en em vod seih ezel ar skol provañsalat : Jousep Roumanilha, Frederic Mistral, Teoudor Aubanèl, Ansèume Matiéu, Jouan Brunet, Adòufe Tavan e Pau Gierà. Mistral a gennig dehé an hanù «felibres», deit ag ur ganaouenn goh relijiel (e-menn ar Verhez Maria a zispleg hi en-des kavet e mab e-barh an tampl «é-mesk ar seih felibres ar lézenn»). Ar hetañ izili ag ar felibrige a zo enta «doctored ar lézenn». An hani kohhan zo Roumanilha, obérour a li Pascareleto, (bleu-Pask) e 1847 hag a li Pantaiaire, (an hunvreourion) e 1851. Eañ en-des skrivet eùé en obéreu kumun èl li Prouvençalo, ( ar Brovañsalezed / yeotenneu ar Verhez) 1852.