Arm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|240px|Armoù gwechall… thumb|… hag armoù bremañ An '''armoù''' zo [...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Sabre bayonette carabine.jpg|thumb|240px|Armoù gwechall…]]
[[Skeudenn:Agni-II missile (Republic Day Parade 2004).jpeg|thumb|… hag armoù bremañ]]
An '''armoù''' zo [[benvebenveg|binvioù]] graet evit tagañ pe en em zifenn, dre lazhañ pe gloazañ tud pe loened. Implijet e vezont a-enep tud en [[emgann]]où, er [[brezel]]ioù, pe a-enep loened, pa vezer o [[chaseal]].
 
Skouerioù eus implij armoù eeun a gaver e-touez ar [[chimpanze]]ed, evit chaseal. Ar skouerioù koshañ eus armoù implijet gant tud zo [[goaf]]où prenn zo bet kavet en [[Alamagn]], hag a sav da 400 000 a vloavezhioù. Armoù kentañ tud ar [[Ragistor]] a oa graet gant prenn ha mein. Diwezhatoc’h e voe graet armoù gant [[arem]] ha goude gant [[houarn]]. E dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]] e voe degaset ar [[poultr]] eus [[Sina]] da [[Europa]] ha kroget e voe da implij an danvez-tarzh-se evit an [[arm-tan|armoù-tan]], evel ar [[fuzuilh]]. Tamm-ha-tamm e teuas an armoù-tan da vezañ efedusoc’h-efedusañ ha kemer a rejont lec’h an armoù a veze implijet a-raok evel ar [[kleze|c’hlezeoù]] pe ar [[gwareg|gwaregoù]].
 
Ur wech ijinet ar [[Nijerez|c’hirri-nij]] e dibenn an {{XIXvet kantved}}, e voe graet gant armoù nevez, ar [[bombez]]ennoù a veze taolet gant an nijerezed eus an oabl. E deroù an {{XXvet kantved}} ivez e voe kroget da implij gazoù mougañ, e-pad ar [[Brezel-bed Kentañ]], hag an [[tank]]où. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe implijet evit ar wech kentañ [[arm nukleel|armoù nukleel]].
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Arm »