Diforc'hioù etre adstummoù "Paris (mab Priamos)"

107 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
astenn
D (Robot ouzhpennet: az:Paris (mifologiya))
(astenn)
[[Image:Judgement_Paris_Antioch_Louvre_Ma3443.jpg|thumb|left|250px|''Barnedigezh ar [[Menez Ida Troia |Menez Ida]]'' , [[marelladur]] savet war al leur, war-dro [[110]]-[[150]], villa an Atrium, [[Antiokeia]]]]
 
'''Paris''' ( Πάρις e [[gregach]]) a oa [[mab]] da [[Priam|Briam]], roue [[Troia]], ha da [[Hekuba]], e mojennoù Hellaz kozh. Eñ an hini a voe pennkaoz d'ar [[brezel Troia|brezel]] a voe graet da Droia.
 
Anvet eo ivez '''Aleksandros''', diwar ar ger [[gregach]] Αλέξανδρος, ''Aléxandros'', « gwarezour gwazed». Brudet eo abalamour ma'z eo gantañ e voe skrapet [[Elena]], a voe pennkaoz da [[brezel Troia]] met perzh a gemer e meur a vojenn gozh all.
=== Yaouankiz ===
 
Pa oa dougerez Hekuba, e vamm, e hunvreas he doa ganet ur c’hef-tan a lakaas an [[tan]] e kêr. Un diouganer a lavaras e vije kiriek da zismantr Troia. Pa glevas kement-se e klaskas Priam lazhañ ar bugel. Lezet e voe gant ur mevel war ar menez [[Ida]] (Ida Troia) met un arzhez[[arzh]]ez a deue d’e vagañ. Pa welas petra a c’hoarveze e teuas ar mevel da gemer ar bugel en-dro evit e vagañ er gêr e kuzh.
 
Hervez un doare all e voe kavet war ar menez Ida gant bugulion, hag anvet e voe Paris gante. Diwezhatoc'h an hini e vo lakaet Aleksandros dre ma oa ur mailh d'ober war-dro ar chatal.
 
==Barnadenn ar menez Ida==
Pa voe lidet eured [[Peleas]] ha [[Tetis]] war ar [[menez Olimp]] e oa pedet an holl zoueed evel-just. An holl? Nann 'vat, rak[[ Eris]], doueez an dizemglev, ar c'hwezerezhhwezerez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez.
 
Ha peogwir ne gave ket he c'hont he doa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Neuze he doa kaset dezho un [[aval-aour]] a oa skrivet warnañ « d'an hini gaerañ» ( e [[gregach]] e oa Ἡ καλὴ λαϐέτω / ''hê kalê labetô'' ) : hennezh e oa « aval an dizemglev ».
 
Teir doueez a felle dezho kaout an aval: [[Atena]], [[Hera]] hag [[Afrodite]]. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da [[Zeus]] dibab, e voe kaset [[Hermes]] da c'houlenn digant Paris tennañ tud an [[eured]] eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant an drougoberourez Eris. Rak war ar menez edo Paris o tiwall e zeñved.
 
Hag an teir da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù.
Hera a bromete ur rouantelezh, Atena a oa prest da reiñ furnezh ha nerzh-kalon er brezel, hag Afrodite a ginnige karantez digant kaerañ plac'h Hellaz. Afrodite an hini a voe dibabet gant Paris, hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get: da gentañ dre ma skrapas Elena Sparta, ar priz prometet dezhañ gant an doueez, ha goude dre ma sachas war e gein kasoni ruz an div zoueez all a reas o seizh gwellañ evit enebiñ ouzh Troia. Meneg a se a ra ar barzh [[Homeros]] en [[Ilias]]:
 
<!-- : d'abord, en enlevant Hélène de Sparte, prix promis par la déesse, ensuite, en s'attirant l'inimitié fatale des deux autres déesses, qui se montreront adversaires acharnées des Troyens. [[Homère]] fait allusion à l'événement dans quelques vers du chant XXIV de ''l'Iliade'' :
<blockquote>
« ...Héra et la Vierge aux yeux pers.<br />
=== An distro da Droia ===
 
Ha Pâris distreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priam entre priñsed kêr . Ar priz? Un [[ejen]] eus Menez Ida. Met da Baris e oa al loen, lamet eo bet digantañ, ha fellout a ra dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit adkemer anezhañ . Trec'h eo Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rank c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblant bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a ra Hektor o welout un estren, a gav dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. evit saveteiñ e vuhez e rank Paris pignat war aoter [[Zeus]]. Neuze, Kassandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma kompren e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priam, bouzar ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.
 
<!--
Pâris sauve sa vie en se réfugiant sur l'autel de [[Zeus]]. Là, [[Cassandre (mythologie)|Cassandre]], frappée par son air de famille, l'interroge, et découvre qu'il s'agit de l'enfant exposé. Priam, oubliant les avertissements du destin, accueille le prince dans sa famille.
-->
===Brezel Troia ===
 
183 871

modifications