Ibn Battuta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Ibn Batuta
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D skeudennoù
Linenn 3:
([[24 C'hwevrer|24 a viz C’hwevrer]] [[1304]] - [[1377]]) a oa genidik eus hanternoz [[Maroko]]. Ur beajour bras hag un [[ergerzher]] eo bet.
 
[[Skeudenn:IbnBattutaIbn Battuta Mall on 2 June 2007 Pict 3.jpg|thumb|250px|right|Poltred Ibn Battuta, en un diskouezadeg e [[Dubai]].]]
War c’houlenn Sultan Maroko e kontas Ibn Battuta e veajoù dre ar munud. Al levr savet diwar e gontadennoù zo anavezet dindan an anv ''Rihla'' ("Beaj" en arabeg). Taolenniñ a ra en un doare klok ar vuhez e meur a rann eus ar bed er [[XIVvet kantved]]. Beajiñ a reas Ibn Battuta dre ar bed muzulman a-bezh, betek ar pezh zo bremañ [[India]], ar [[Maldivez]], [[Sri Lanka]], ha [[Sina]], oc’h ober kalz muioc’h a hent eget ur beajer bras all eus ar mare-hont, [[Marco Polo]].
 
Linenn 14:
 
== War-zu Mekka ==
[[Skeudenn:Yahyâ ibn Mahmûd al-Wâsitî 005.jpg|220px|thumb|Skeudenn tennet eus ul levr embannet e [[Baghdad]] en XIII{{vet}}, a daolenn ur strollad pirc'hirined o vont etrezek [[Mekka]].]]
Pevar devezh goude bezañ tizhet Medina e erru Ibn Battuta e [[Mekka]]. Kemer a ra perzh e lidoù ar birc’hirined ha dont da gaout al lesanv ''al-Hajji'' (ar sant) a vez roet d’an dud zo bet o pirc’hirinañ eno. E-lec’h divizout distreiñ d’ar gêr e tibab kenderc’hel da veajiñ : war-zu kornôg an [[Impalaeriezh vongol]] ar wech-mañ, er pezh zo deuet da vezañ [[Irak]] hag [[Iran]] hiziv.
Ur wech ouzhpenn ez a gant ur garavanennad tud. Erruout a ra e [[Mezopotamia]] ha gweladenniñ kêr [[al-Najaf]], al lec’h m’eo douaret ar pevare kalif [[Ali]]. Alese ez a betek [[Basorah]], goude [[Isfahan]], ar gêr vras eus [[Iran]] a voe distrujet koulz lavaret, un nebeud bloavezhioù war-lerc’h, gant [[Mongoled]] [[Timour Lenk]]. Tremen a ra ivez dre [[Shiraz]] ha [[Baghdad]], a oa bet lakaet ar skrap eno gant Mongoled bleinet gant [[Hulagu Khan]].