Tolper : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Rummad:Teknologiezh]]
 
Ur glozenn tolpañ-dasparzhañ eo an tolper anezhañ, un tammig evel ul lieslugell. Arveret e vez er rouedadoù load da eren lies klomavead d'ur poent o krouiñ evel-se ul luniad e steredenn (pe un [[topologiezh stlennegel|dopologiezh]] alvezel e steredenn).
 
Roll an tolper a zo rannañ ur bus pennañ etre lies ostiz hep daskemmañ kas treankañ ar stlennoù. Eilgeriet e vez gantañ d'o goulennoù haeziñ.
Linenn 7:
Ur roll areer-azganer en deus ouzhpenn o vezañ ma c'h' eo un elfenn oberiat a vez oc'h azganañ an arhentoù. Eleze, ma vefe an arhent o tiouzañv un digresk er rouedad, e vefe gouest an tolper d'azganañ anezhañ.
 
Kevredet gant un [[trec'haoler]] e c'hellont stummañ e-mod-se un trevnad digonus. Lod anezhe eo gallus o lakaat en [[oglenn]] pe o ardeiñ a-bellder. Gant ouzhpennañ un trec'haoler e c'heller ober gant tolperioù evit aremprediñ strolloù labour e-barzh ur rouedad ec'hon. Lod ivez o deus kennaskoù [[Ethernet|Fast Ethernet]], [[FDDI]] pe [[ATM]].
 
(Da vezañ kendalc'het...)