Brigadennoù Ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: fa:بریگاد سرخ
D Robot ouzhpennet: mzn:سرخ بریگاد; Kemm dister
Linenn 1:
Ar '''Brigadennoù Ruz''' ([[italianeg]]: ''Brigate Rosse'') a zo anezhe ur strollad [[marksouriezh-leninouriezh|marksour-leninour]] en [[Italia]] sañset da vezañ krouet gant Renato Curcio, ur studier e Skol-Veur [[Trento]] e [[1969]]. Pal pennañ ar Brigadennoù Ruz (BR) a zo klask kas an traoù d’ur stad dispac’hel dre ar stourm armet a-benn tennañ kuit [[Italia]] diouzh an [[Aozadur ar Feuremglev Norzh-Atlantel]] (AFNA) .
 
[[imageSkeudenn:Brigate_Rosse.jpg|thumb|right|]]
 
Er penn kentañ ne oa oberiant ar strollad nemet e [[Milano]] hag e [[Torino]] e lec’h ma veze stourmet gantañ a-enep d’an [[tu dehoù pellañ]]. Gant izili ar strollad – dreist-holl laboureion/ezed ha studeierion/ezed – e veze distrujet mekanikoù ha burevioù al labouradegoù. E [[1972]] e voe kaset da benn skrapadeg gentañ ar strollad, mestr-micherour ul labouradeg bet dalc’het gante a-raok leuskel anezhañ da vont kuit.
Linenn 11:
E miz Mezheven [[1974]] e voe lazhet evit ar wech kentañ gant ar Brigadennoù Ruz pa varvas dreze daou ezel eus ar strollad [[faskouriezh|faskour]], [[Movimento Sociale Italiano]]. Da geñver an deiziad-se e voe leusket a-gostez gante hogozik penn-da-benn o labour war an dachenn etre al labourerion.
 
E [[1976]] e voe harzet un nebeud izili eus ar Brigadennoù Ruz ha lazhet unan gante ivez. Ar bloaz war-lerc’h e disklêrias ar strollad e oa bet krouet gante ar Strollad Stourm Komunour evit “kas renkad al labourerion war an hent mat”.
 
Mont war washaat a rae niver ha krizder an taolioù kaset da benn gant ar strollad a-enep da g-[[carabinieri]] ha da [[barner|varnerion]] evit pouezañ war ar lêzioù-barn da didamall pennoù an aozadur bet harzet ha kaset d’an toull. Muioc’h mui a studerion a eas da ezel er strollad, ha neubeutoc’h nebeutañ a labourerion a veze kavet etreze.
 
E [[1978]] e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-[[Kentañ Ministr]] [[Italia]] [[Aldo Moro]] abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur c'henemglev etre [[Strollad Komunour Italia]] ha Democrazia Cristiana.
 
A-drugarez da vuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-enep da vuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e 1980.
Linenn 27:
E [[1985]] un nebeud izili italian o chom e [[Frañs]] a distroas da [[Italia]]. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer [[Firenze]] ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr [[Bettino Craxi]]. E miz Meurzh [[1987]] e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e [[Roma]]. Hag e [[1988]] e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senedour Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad eo hennezh a-drugarez da niver bras an izili bennañ bet tapet gant ar polis.
 
Lazhañ a raes ar strollad Massimo D'Antona, kuzulier d’ar C’hentañ Ministr Massimo D'Alema e [[1999]]. Lazhet e voe evit ar wech diwezhañ gant ar BR e miz Meurzh [[2002]] pa varvas ar c’helenner war an armerzh ha kuzulier da [[Silvio Berlusconi]] Marco Biagi goude bezañ tennet warnañ gant ar memes pistolenn bet implijet evit lazhañ D'Antona .
 
D’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]] [[2003]], daou ezel eus ar Brigadennoù Mario Galesi and Nadia Desdemona Lioce a dennas war ar polis en un tren e porzh-houarn Terontola. Mervel a reas Galesi hag Emanuele Petri eus ar polis. E miz Here [[2003]] e voe harzet c’hwec’h ezel eus ar BR e [[Firenze]], [[Sardinia]], [[Roma]] ha [[Pisa]] liammet ouzh muntr Massimo D'Antona.
Linenn 60:
[[ko:붉은 여단]]
[[la:Cohortes Rubrae]]
[[mzn:سرخ بریگاد]]
[[nl:Rode Brigades]]
[[no:De røde brigader]]