John Keats : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:John Keats; Kemm dister
Linenn 6:
 
 
== Buhez ==
[[Skeudenn:John Keats by William Hilton.jpg|thumb|right|Poltred John Keats gant William Hilton, hervez Joseph Severn (National Portrait Gallery, [[Londrez]]).
]]
Ganet e oa en un tiegezh a renk izel ha mervel a reas e dad digantañ pa ne oa nemet 10 vloaz. Abredik e stagas da studiañ [[Henlennegezh|henlennegezhioù]] [[Hellaz]] ha Roma ha hini e amzervezh. Marvet e vamm e [[1810]] e rankas deskiñ ar vicher [[surjian]]. E [[1814]] avat e tilezas ar studi evit skrivañ hag e tarempredas metoù ar skrivagnerien. Buan e reas anaoudegezh gant arzourien evel [[Leigh Hunt]], [[Percy B. Shelley]] pe [[Benjamin Robert Haydon]]. Gant Leigh Hunt e voe skoazellet da embann e varzhoneg kentañ, ''Lines in Imitation of Spencer'', en ur gelaouenn e miz Mae [[1816]].<br />
E [[1817]] e teuas a-zindan ar wask e dorkad barzhonegoù kentañ, anvet ''Poems'', met ne reas tamm berzh ebet. Dilezet ma oa bet gant e vreur George a oa aet da chom da [[Norzhamerika|Amerika]] e klaskas reiñ harp d’e vreur Tom a oa tapet gant ar boeson hag a varvas diwar se e [[1818]].<br />
D’ar c’houlz-se eo e krogas Keats da labourat war-dro e varzhoneg veur ''Endymion'', embannet e 1818.<br />
Savet eo ar varzhoneg-se, a ya da vagañ peder levrenn, diwar henvojennoù Hellaz, ha hini Endymion, a oa bet lakaet da gousket gant [[Zeus]] abalamour da ziwall e gened da viken. Er c’heid-amzer-se eo e pegas ar c’hleñved ennañ.<br />
E [[1820]], e voe embannet ''Hyperion'', a voe daskemmet gantañ hag adembannet e [[1856]] dindan an anv ''The Fall of Hyperion'', savet ivez diwar henvojennoù Hellaz (Hyperion o vezañ unan eus [[Titan|Titaned]]ed Hellaz kozh). Er bloavezh-se e voe embannet barzhonegoù all evel : ''Lamia'', ''Isabella'', ''Ode to a Nightingale'', ''Ode on a Grecian Urn'', ''Ode to Psyche''. Dre ma’z ae e yec’hed war fallaat e voe aliet gant e vedisin kuitaat [[Bro-Saoz]] ha mont da [[Italia]]. Hag a reas eta e kompagnunezh e vignon [[Joseph Severn]]. Goude ur chomadenn e [[Naplez]], ez eas da [[Roma]] da vevañ, eno e laoskas e analad diwezhañ. Goulenn a reas skrivañ war e vez ''Here lies one whose name was writ in water'' (Amañ ez eus gourvezet unan hag a oa skrivet e anv en dour).
 
== Levezon ==
Gant e vuhez hag e oberenn e voe awenet romantoù skiant-faltazi ar skrivagner [[Dan Simmons]] : kelc'hiad Hyperion hag Endymion.
 
== Oberoù ==
* ''Lines in Imitation of Spencer'' ;
* ''Endymion'' ;
Linenn 24:
* ''The Eve of S. Agnes''.
 
== Liammoù diavaez ==
* John Keats
 
{{DEFAULTSORT:Keats, John}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1795]]
[[Rummad:Marvioù 1821]]
Linenn 86 ⟶ 87:
[[yo:Keats]]
[[zh:约翰·济慈]]
[[zh-min-nan:John Keats]]