Serbeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ia:Lingua serbe
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Ar '''serbeg''' zo ur [[yezhoù slavek|yezh slavek]] a gomzer e [[Serbia]] ha lod eus ar broioù nes. Ur yezh ofisiel eo e Serbia, kenkoulz hag [[Montenegro]] ha [[Bosnia ha Herzegovina]] ma kaver kalzik a serbegerien ivez. Ur yezh rannvroel anavezet gant al lezenn eo ivez e [[Makedonia]], [[Roumania]] ha [[Kroatia]]. Komzet e vez gant war-dro 11 milion a dud en holl.
 
Ur yezh slavek eus skourr [[yezhoù slavek ar su]] eo ar serbeg, evel ar [[Kroateg|c'hroateg]] hag ar [[bosneg]]. Ur mare zo bet ma vez sellet ouzh ar "serbeg-ha-kroateg" evel ur yezh hepken, hag ar serbeg ur rannyezh anezhi. Un toullad yezhoniourien a gendalc'h da welet an traoù evel-se. Hogen gant dispennadur [[Yougoslavia]] ha savidigezh stadoù [[Serbia]], [[Kroatia]] ha [[Bosnia ha Herzegovina]], eur deuet da sellet muioc'h-mui ouzh ar serbeg hag ar c'hroateg evel yezhoù disheñvel.
 
[[Rummad:Yezhoù slavek]]