Surf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
Ar '''surf''' (ger saozsaoznek) a zo ur sport, Hawaiian a orin, hag e vez lakaet e-pleustr en dour. Risklet e vez, war-sav, war ur wagenn gant ur planken. Graet e vez surf war an aodoù, war wagennoù, bras a-walc'h evit dougen pouez ar surfer hag hini e blanken.
 
== Istor ==
Linenn 7:
He'e nalu e Hawaian, ar surf zo bet difennet gant ar beli amerikan dre ma veze graet noaz, ar pezh a feuke anezho.
 
[[Skeudenn:istor surf.jpg|thumb|250px]]
 
Pa 'z eo bet dizoloet ar sport-se gant James Cook en deus merzhet e oa krogadoù etrezo. Gant al live az poa tapet e surf hag an disoc'hoù er c'hrogadoù e uhele live sokial an dud e keñver ar gevredigezh.
Linenn 13:
A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokadennoù an teknikoù. Krogiñ a reont ar shaper (an hini a sav ur planken) da implij dañvezioù sintetek hag produioù evit kreñvaat ar plankenn hag aesoc'h da implij. Chom a ra an darn vrasañ eus ar plankennoù koad. En em ledanet eo dija war aodoù Kalifornia (S.U.A.) hag krogadoù ofisiel a zo lakaet e plas.
 
[[Skeudenn:Img-2530.jpg‎|thumb|250px ]]
 
Gant ledanadur an oto ez aio kalz war-raok sevenadur "Surf". Beajiñ a reont. Ar surferien a grogo da veajiñ evit kaout AR spot. Implijet e veze ganto c'hoazh plankennoù hir-tre ( etre 2 ha 5 metrad), anvet ''longboard''. Skuizh da zougen plankennoù hir ha pounner a glasko ar shaperien kavout dañvezioù skañvoc'h, plankennoù gant mentoù disheñvel ha gant angelloù evit stabilaat ar plankenn en dour. Araokadennoù an aeronotek a laka e soñj implij ar memes dañvezioù, da skwer, ar poliuretan e plas ar c'hoad hag implij ur rousin evit kreñvaat ar blankenn.
Linenn 39:
Ar ''Fish'' a zo ur plankenn berr a-walc'h. E ventoù a zo tamm pe damm mentoù ar Shortboard met kalz ledanoc'h eo. Gant un tail (penn a-dreñv ar blankenn) "troc'het" aesoc'h evit ar flodadur.
 
[[Skeudenn:surf.gif|thumb|250px]]
 
== Teknik ==
Evit chom a-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet eo an ''take off'' ar prantad berr etre fin ar roeñvañ evit kemer ar gwagenn ha stabiladur an den war ar plankenn.
 
[[Skeudenn:Surf01.jpg|thumb|250px]]
 
Anvet eo ''regular'' an den a lak en a-raok e c'har gleiz , hag ''goofy'' an hini a lak en a-raok e c'har dehou.
Linenn 54:
Ar bodyboard a zo ur sport hag a vez graet er gwagennoù ivez. Ret eo roeñvañ buan a-walc'h evit kemer ar gwagenn hag risklañ war e ''gein''(ar gwagenn) .
 
[[Skeudenn:Bdy.jpg|thumb|250px]]
 
=== Stand Up Paddle ===
Implijet e vez evit ar sport-se ur plankenn hir, tevoc'h eget ul longboard. Kemeret'vez ar gwagennoù war-sav gant sikour ur roeñv. Roeñvet 'vez betek bezañ kemeret gant ar gwagenn ha bleiñet vez ar plankenn gant ar surfer hag a zo lec'hiet a-dreñv ar planken.
 
[[Skeudenn:Std.jpg|thumb|250px]]
 
=== Bodysurf ===
Ar bodysurf a zo ar surf hep plankenn. Risklet 'vez er gwagenn zivlankenn. Roeñvet e vez gant an divrec'h.
 
[[Skeudenn:Bodysurfing.jpg|thumb|250px]]
 
=== Skimboard ===
Evit ar sport-se e vez implijet ur plankenn treut-tre, an aliesañ e koad. Kemeret e vez ar wiskennad hag a chom e ribl an dour goude erru ur gwagenn, pe mod all e vez kemeret ur wagenn e beachbreak (ur wagenn hag a strak war an draezhenn).
 
[[Skeudenn:Skimboard.jpg|thumb|250px]]
{{Commons|Category:Surfing}}
 
[[Rummad:Sport]]