Rouantelezh Northumbria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: is:Norðhumbría
D Robot kemmet: is:Konungsríkið Norðymbraland; Kemm dister
Linenn 30:
* [[Scottish Borders]], [[West Lothian]], [[City of Edinburgh|Edinburgh]], [[Midlothian]] hag [[East Lothian]]
 
== Orin ==
 
Savet e voe Northumbria dre unvaniñ div rouantelezh distag : [[Bernikia]] ha [[Deira]]. Derc'hel a rae Bernikia tirioù an [[Tee]] tra ma glote Deira tamm-pe-damm ouzh [[Yorkshire]] a-vremañ. Unvanet e voent evit ar wech kentañ e [[604]] gant [[Æthelfrith Northumbria]], ur roue eus Bernikia a aloubas Deira hag a lazhas he roue [[Aethelric Deira]]. Rouantelezh ar su a stagas ouzh e hini met ne voe ket barrek d'he derc'hel pell rak e [[616]] e voe faezhet ha lazhet gant [[Raedwald East-Anglia]] en [[Emgann ar Stêr Idle]]. Lakaat a reas hemañ [[Edwin Northumbria]], mab [[Ælla of Deira]] da roue Deira ha Bernikia.
Linenn 36:
E [[627]] e voe gounezet Edwin d'ar feiz kristen ha dont a reas da vezañ unan eus rouaned pouezusañ [[Bro-Saoz]]. Aloubiñ a reas [[Manav]] ha [[Gwynedd]] met divarrek e voe d'o derc'hel. Faezhet e voe en [[Emgann Hatfield Chase]] e [[633]] gant [[Penda Mercia]] ha [[Cadwallon ap Cadfan]].
 
== Ren Oswald ==
 
Goude marv Edwin e voe disrannet Northumbria etre Bernikia, renet gant [[Eanfrith Bernikia]], ur [[mab]] da Aethelfrith, ha Deira a voe renet gant ar roue [[Osric Deira]]. Lazhet e voent gant Cadwallon er bloavezh da-heul tra ma kendalc'he roue Gwynedd da wastañ ar vro. Goude muntr Earnfrith e tistroas e vreur [[Oswald Northumbria]] d'ar vro gant kadourien pourvezet gant [[Domnall Brecc]] [[Dál Riata]] avat. E [[634]] e lazhas Cadwallon en [[Emgann Heavenfield]].
Linenn 44:
Kenderc'hel a rae ar brezel gant [[Mercia]] avat, hag e [[642]] e voe lazhet Oswald gant [[Penda Mercia]] en [[Emgann Maserfield]]. E [[655]] e voe aloubet Northumbria gant Penda adarre, gant skoazell [[Aethelwald Deira]], isroue Deira, met faezhet e voe gant [[Oswiu Northumbria]] en [[Emgann Winwaed]]
 
== Ren Oswiu ==
 
Trec'het Penda gantañ, setu Oswiu deuet da vout galloudusañ roue [[Preden]]. Staliañ a reas mab Penda [[Peada]] war dron Mercia ar Su ha stagañ a reas rest ar vro ouzh e rouantelezh. Marteze e harpas [[Æthelwold East Anglia]] da c'hounid e dron ha [[Talorcan]], e [[niz]] a yeas da roue ar [[Pikted|Bikted]]. Ne badas ket hir ar jeu-se avat. Pusunet e voe Peada e [[656]] war a seblant ha gouarnerien a stalias Oswiu e Mercia en e lec'h. Kaset kuit e voent etre [[657]] ha [[659]] gant un emsavadeg bleniet gant tri uhelad - Immin, Eata, hag Eadberht - a lakkaas [[Wulfhere Mercia]], mab Penda, war an tron. En [[Essex]] e voe muntret kevread Oswiu [[Sigeberht Essex]] hag erlc'hiet e voe gant [[Swithhelm Essex]] a chomas kristien met mont a reas da sujet [[East-Anglia]].
Linenn 52:
Northumbria a miras e le'ch goude marv Oswiu betek [[Emgann Nechtansmere]] e [[685]] ma voe lazhet [[Ecgfrith Northumbria]] gant ar Bikted. Kollet e voe darn vrasañ hec'h aotrouniezh war an norzh goude-se ha da ziskarr e teoaouas ar rouantelezh.
 
== Diskar ar rouantelezh ==
 
Goude 685 ez eas war zigresk Northumbria. Daouast ma teuas a-benn [[Aldfrith Northumbria]] da vevenniñ drougoù krouet gant faezhidigezh Nechtansmere e kouezhas ar vro en distabilded goude e varv. E lec'h aotrouniezh ur familh nemeti e arvester ouzh ur stourm etre familhoù bras ar vro. Erlec'hier Aldfrith, [[Osred Northumbria]] na renas nemet un nebeut a vizioù kent bezañ muntret ha kinniget atav e veze galloud ar re o-doa heuliet anezhañ. Adkavout a reas ar vro e stabilded dindan ren [[Eadbert Northumbria]] a astennas ar rouantelezh war-du an norzh. Muntret e voe e vab, avat.
Linenn 58:
War a seblant e stourme pemp familg vras evit an tron. Ouzhpenn-se e oa war zigresk peadraoù ar rouaned e-pad an {{VIIIvet kantved}}. Kalz douareier o-doa roet d'an Iliz ha uhelidi, ar pezh a vleinas d'un digresk bras an tailhoù. Faezhidigezh Nechtansmere a dalveze ivez ne c'helle mui goulenn truajoù digant ar [[rouantelezhioù brezhon]]. Abeg ur gwanadur eus ar galloud roueel a voe an traoù-se hag e fin ar {{VIIIvet kantved}} ne voent mui barrek rouaned Northumbria da lakaat o youl war ar vro.
 
== An aloudabeg viking ha fin ar rouantelezh ==
 
Nebeut tre a anavezer diwar-benn istor Northumbria. An tabud etre an tiegezhoù roueel a genderc'has, war a seblant ha da vuioc'h-muiañ skoet gant an aloudabegoù viking ez eas ar rouantelezh.Lazhet e voe [[Raedwulf Northumbria]] e [[844]] ganto asambles gant un niver vras ag uhelidi hag e [[866]] e voe aloubet ar vro gant al [[Lu Vras Pagan]]. Ur brezel diabarzh a oa d'ar mare-se etre [[Osbert Northumbria]] hag e geveler Aelle. Daoust ma strolljont asambles da stourm ar vikinged e voent faezhet ganto e [[867]].
Linenn 64:
Goude an emgann-se e tremenas [[Deira]] dindan kontrol reizh an alouberien met is-rouaned saoz a gendalc'has da ren e [[Bernikia]] betek adaouldabeg ar rannvro gant [[Athelstan]] e [[927]].
 
== Daveoù ==
 
*Higham, N.J., ''The Kingdom of Northumbria AD 350-1100'' (1993) ISBN 0-86299-730-5
*Rollason, D., ''Northumbria, 500-1100: Creation and Destruction of a Kingdom'' (2003) ISBN 0-521-81335-2
 
 
* Higham, N.J., ''The Kingdom of Northumbria AD 350-1100'' (1993) ISBN 0-86299-730-5
* Rollason, D., ''Northumbria, 500-1100: Creation and Destruction of a Kingdom'' (2003) ISBN 0-521-81335-2
 
[[Rummad:Savadurioù 654]]
Linenn 88 ⟶ 86:
[[got:𐌽𐍉𐍂𐌸𐌷𐌿𐌼𐌱𐍂𐌹𐌾𐌰]]
[[he:ממלכת נורת'מבריה]]
[[is:Konungsríkið Norðymbraland]]
[[is:Norðhumbría]]
[[it:Regno di Northumbria]]
[[ja:ノーサンブリア]]