Vladimir Sorokin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: en:Vladimir Sorokin
D Robot ouzhpennet: fa:ولادیمیر سوروکین; Kemm dister
Linenn 22:
| lec'hienn = http://srkn.ru/
}}
'''Vladimir Georgievich Sorokin''' ([[rusianeg]] : Владимир Георгиевич Сорокин) ([[7 a viz Eost]] [[1955]] e [[Bykovo, Oblast Moskov]]) a zo ur skrivagner goudemodern [[rusianeg|rusianek]]. Unan eus skrivagnerien vrudetañ Rusia eo.
Troet eo bet e levrioù e saozneg, galleg, alamaneg, nederlandeg, finneg, svedeg, norvegeg, slovakeg, daneg, italianeg, poloneg, japaneg, kroateg, serbeg, tchekeg, hungareg hag embannet int bet gant tiez-embann brudet evel ''Gallimard'', ''Fischer'', ''DuMont'', ''BV Berlin'', ''Haffman'', ''Mlinarec & Plavic'' ha ''Verlag der Autoren''.
 
== E vuhez ==
D'ar [[7 a viz Eost]] [[1955]] e voe ganet Sorokin e [[Bykovo, Oblast Moskov]], e-kichen [[Moskov]]. E [[1972]] e voe embannet evit ar wech kentañ ur skrid gantañ er gazetenn ''Za Kadry Neftyanikov'' (За кадры нефтяников, ''Evit ardeaded greanterezh an dour-tan''). Studiañ a reas en [[Ensavadur Gubkin an dour-tan hag ar gaz]] e Moskov hag e [[1977]] e tapas e ziplom ijinour. Goude-se e labouras e-pad bloaz evit ar magazin ''Change'' (Смена), ha rankout a reas dilezet e bost peogwir en doa nac'het dont da vezañ ezel eus [[Komsomol]].
 
A-hed ar bloavezhioù 1970 e kemeras perzh e meur a ziskouezadeg arzoù hag e skeudennaouas tost 50 levr. Kemer a reas perzh Sorokin en underground e Moskov er bloavezhioù 1980, ma kejas ouzh livourien ha skrivagnerien all. E [[1985]] e voe embannet c'hwec'h istor skrivet gantañ er magazin gall ''[[A-Ya]]'' hag er memes bloavezh e voe embannet e romant "Ochered" (Al lostad) e galleg gant ''Syntaxe''.
 
Da vare ar [[URSS|Soviediz]] e vo berzet oberennoù Sorokin. E miz Du [[1989]] e voe embannet un dastumad istorioù savet gantañ er magazin ''Rodnik'' (Nevezamzer), diazezet e [[Riga]]. Ur pennadig goude e voe embannet e skridoù e meur a gazetenn lennegel rusian ''Tretya Modernizatsiya'' (An trede arnevesaat), ''Mitin Zhurnal'' (Kazetenn Mitya), ''Konets Veka'' (Dibenn ar c'hantved), ha ''Vestnik Novoy Literatury'' (Kannadig al lennegezh nevez). E [[1992]] e voe embannet ''Sbornik Rasskazov'' (Dastumad istorioù) gant "Russlit" hag anvet e voe evit [[Priz Booker Rusia]]. E miz Gwengolo [[2001]] e resevas Vladimir Sorokin [[Priz Booker ar bobl]] hag e miz Du 2001 e voe roet [[Priz Andrei Bely]] dezhañ evit e berzh dibar el lennegezh rusianek.
 
En unan eus e romantoù diwezhañ, titlet ''Un devezh e buhez [[Oprichnik]]'',
e taolenn un [[dystopia]] e Rusia e 2028 : un tzar eo a zo e penn ar vro, meur a dro-lavar sinaek a zo bet degemeret e rusianeg, hag eo dispartiet Rusia diouzh ar broioù amezek a-drugarez d'ar "Voger rusian bras" [http://www.dursthoff.de/book.php?PHPSESSID=5a7698e6803e7abf9995bcc3b11ec6d1&m=3&aid=26&bid=88&PHPSESSID=5a7698e6803e7abf9995bcc3b11ec6d1].
 
== E oberenn ==
=== Romantoù ===
* ''Ochered''' (Al lostad), Pariz, Syntaxe, 1985
* ''Norma'' (Ar reol), Moskov, Tri Kita hag Obscuri Viri, 1994
Linenn 47:
* ''Lyod'' (Skorn), Moskov, Ad Marginem, 2002
* ''Put' Bro'' (Doare Bro), Moskov, [[Levrioù Zakharov]], 2004
* ''23000'' e-barzh Trilogiya. Moskov, [[Levrioù Zakharov]], 2005
* ''Den' oprichnika'' (Devezh Oprichnik), Moskov, [[Levrioù Zakharov]], 2006
* ''Zaplyv'' (O neuiñ). Moskov, AST, 2008
* ''Saharniy Kreml'' (Kremlin savet diwar sukr), Moskov, AST, 2008
 
=== Pezhioù-c'hoari ===
* ''Pelmeni'' (1984-1987)
* ''Zemlyanka'' (Al lochenn) (1985)
Linenn 64:
* ''S Novym Godom'' (Bloavezh mat) (1998)
 
=== Senariooù filmoù ===
* ''Bezumny Fritz'' (Fritz sot), 1994. Sevenet gant Tatiana Didenko hag Alexander Shamaysky
* ''Moskva'' (Moskov), 2001. Sevenet gant Alexander Zeldovich. Priz kentañ festival Bonn; Priz film gwellañ ar bloaz gant Kevread kluboù-filmoù Rusia
Linenn 72:
* ''Cashfire''. Sevenet gant Alexander Schurikhin
 
=== Oberennoù all ===
* Albom luc'hskeudennoù V Glub' Rossii (E donderioù Russia), gant al livour Oleg Kulik
* Libretto an [[opera]] ''Deti Rozentalya'' (''Bugale Rosenthal''), sonerezh gant [[Leonid Desyatnikov]]; savet diwar c'houlenn [[C'hoariva Bolshoi]], Moskov
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.srkn.ru/bibliography/ E vuhez (e rusianeg)]
* [http://www.spiegel.de/international/spiegel/0,1518,463860,00.html "Russia Is Slipping Back into an Authoritarian Empire"], atersadenn er [[Der Spiegel|Spiegel]], 2 a viz C'hwevrer 2007
Linenn 82:
 
{{DEFAULTSORT:Sorokin, Vladimir}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1955]]
[[Rummad:Skrivagnerien rusianek]]
Linenn 88 ⟶ 89:
[[de:Wladimir Georgijewitsch Sorokin]]
[[en:Vladimir Sorokin]]
[[fa:ولادیمیر سوروکین]]
[[fi:Vladimir Sorokin]]
[[fr:Vladimir Sorokine]]