Foulk III : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
==Un den a veli==
 
Brezel a reas da gonted [[Roazhon]] ha [[Roll Rouaned ha Duged Breizh|duged Breizh]] ha trec'h e voe en emgann [[Konkerel]] ma lazhas an [[dug Breizh|dug]] [[Konan Iañ a Vreizh]] d'ar [[27 Mezheven|27 a viz Mezheven]] [[992]]. Astenn a reas e c'halloud war gontelezhioù [[Maine]] ha [[Touraine]]. Stourm a reas ivez ouzh e amezeien norman.
 
Ken taer all e oa ar c'hont [[Eudes II de Blois]], hag emglev a reas enep dezhañ gant ar roue gall. A-benn ar fin e voe trec'h war gont [[BloisBleaz]] en emgann [[Pontlevoy]] d'ar [[6 Gouere|6 a viz Gouhere 1016]].
 
E [[1025]], lakaet gantañ e grabanoù war gêr [[Saumur]], ha c'hwezhet an tan enni, e c'harmas: "Sant Florentius, laosk da zeviñ. Gwelloc'h ti a rin dit en [[Anje]]." Koulskoude, pa oa diaes kas ar relegoù gantañ, e lavaras ne oa nemet ur paourkaezh den eus ar sant, un dizenor evit e gêr, ha lakaat a reas kas ar relegoù en-dro da Saumur.
 
Mervel a eure d'an [[21 Mezheven|21 a viz Mezheven]] [[1040]] e [[Metz]], p'edo o tistreiñ eus [[Palestina]].
 
==E diegezh==