Ermengarde Anjev (dugez Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Klask adkrouiñ al labour kollet
Linenn 1:
*''Meur a [[Ermengarde Anjev]] zo bet.''
'''Ermengarde Anjev''' pe ''' Ervangarz Anjev '''<ref> [[Mikael Bodlore-Penlaez]], ''Breizh: Hil ar rouaned hag an duged'', Skol-Uhel ar Vro/Geobreizh, 2007.</ref> (ganet en [[Anje]] en 1072, marvet d'ar [[1añ a viz Mezheven]] 1146), a oa merc'h da [[Foulk IV]] Rekin (1043-1109), kont [[Anjev]], ha da [[Hildegarde Beaugency]]. Dimezet e voe da [[Gwilherm IX an Troubadour]], [[dug Akitania]], ha goude-se da [[Alan IV]] , [[dug Breizh]].
Brudet eo ivez evel gwarezourez madoù an [[Iliz]] hag [[abati Fontevraud]] en Anjev.
 
==DimezioùPoatev==
En 1089 e timezas da [[Gwilherm IX an Troubadour]], [[kont Poatev]] ha barzh okitanek, hogen kaset e voe kuit gantañ. War a seblant ne c'houzañve ket Ermengarde gwelout he fried barzh o verc'heta, hag eñ ne c'houzañve ket he c'hlemmoù.
Addimeziñ a reas Gwilherm da [[Filipa Tolosa]], hervez Gwilherm Tir,; koulskoude, pa n'eus bet oberour all ebet o venegiñ an eured-se ez eus diskred war se. Ouzhpenn-se e oa kendirvi gompez Gwilherm hag Ermengarde: mab e oa Gwilherm da Hildegard Bourgogn, [[hanterc'hoar]] da Foulk IV, tad Ermengarde.<br />
==Poatev==
Distreiñ a reas hi da di he zad, c'hwervoni ha droug enni, ha klasket e voe gant kont Anjev addimeziñ e verc'h.
En 1093 e voe dimezet da [[Alan IV]], dug Breizh, moarvat evit skoulmañ un emglev politikel a-enep da [[Normandi]], renet gant an dug [[Roparzh II (dug Normandi)| Roperzh Berr-e-heuz]].