Bodadenn vonreizhañ vroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adweladenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Evit sevel ur [[bonreizh|vonreizh]] e vez bodet ur vodadenn vonreizhañ. Ur vonreizh a zlee bezañ skrivet evit ur bobl hag e tlee bezañ degemeret asant ar bobl goude. Graet e vez gant ur [[referendom]] d'an aliesañ. Patrom ar vodadenn vonreizhañ eo ar '''Vodadenn vonreizhañ vroadel''' c'hall a oa bet krouet diwar votadenn kannidi [[Breujoù meur]] Rouantelezh Bro-C'hall e 1789.
 
An darn vrasañ eus ar gannaded a oa bet bodet e [[Versailles]] diwar urzh ar [[roue]] [[Loeiz XVIvetXVI (Bro-C'hall)|Loeiz ar XVIvet]] ne oant ket evit gouzañv ne vije ket asantet gant an [[Noblañs]] hag ar [[kloareg|Gloer]] chañch sistem-merañ Bro-C'hall. D'an 21vet a viz Mezheven e tivizjont embann, goude ur votadenn, ez aint d'ober ur vodadenn nevez, he fal dezhi sevel ur vonreizh hag hec'h anv, ar Vodadenn vonreizhañ vroadel.
 
O welet e oa dibosupl dezhañ bleniañ labourioù ar Breujoù meur ec'h embannas ar roue e vije lakaet un arsav war o daelioù hag e voe serret dorioù ar sal-vodadeg. D'an 22 a viz Mezheven, pa welas ar gannaded e oa bet serret an dorioù e voe kinniget gant un nebeud kloer ma vije graet ar vodadeg en Iliz Sant-Loeiz e Versailles. 149 kannnad ar Gloer ha 2 gannad an Noblañs a yeas da vodañ gant kannaded an [[Trede-Urzh]].