Ethernet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
==Rannañ ur bus Ethernet==
 
Despizet eo e munudoù gant ar skoueriegezhreolad Ethernet ment an iriennoù a c'hell an urzhiataerioù ec'hodiñ war ar fun, hogen ivez live an tredanvarr hag an hentenn arveret da c'houluzañ un [[arhent tredanel|arhent]].
 
Pa eo arveret gant Ethernet un dopologiezh e bus, e vez rediet gantañ d'an urzhiataerioù d'en em rannañ an haeziñ d'ur [[skoroù treuzkas|skor treuzkas]] unel. An ec'hoder a dreuzkas un arhent a vez oc'h en em skignañ d'an daou du betek pennoù ar fun. An arhent a vez oc'h en em skignañ adalek an urzhiataer ec'hoder betek daou benn ar fun rannet.
Linenn 23:
Er wikefre arveret da genurzhiañ an treuzkas eo e vez kavet an doare dedennusañ da Ethernet. N'en deus ket ur rouedad Ethernet un trevnad kreizennet oc'h aotren da bep urzhiataer da dreuzkas a bep eil gant ar fun rannet. Er c'hontrol e vez an holl urzhiataerioù kennasket o kemer perzh d'ur wikefre kenurzhiañ dasparzhet anvet [[CSMA]] (Carrier Sense Multiple Access).
 
Ar wikefre-mañ e vez dinoet oberiantiz tredan ar fun ganti da zidermenañ stad houmañ. Pa ne vez ket dreuzkas ne vez ket arhentoù tredan war ar fun. Hogen pa vez o treuzkas un irienn, an ec'hoder a dreuzkas war an dro arhentoù tredan arveret da vonegañ an elfennoù daouredel. Daoust dezhe bezañ disheñvel diouzh ar gwagennoù douger arveret da dreuzkas arhentoù e vez graet evelkent "douger" anezhe. O wiriañ bezañs un douger un urzhiataer a c'hell didermenañ hag eo dieub ar fun pe get. Ma n'eus ket, e c'hell neuze ec'hodiñ an irienn anez-se e ranko gortoz pelloc'h. Anvet e vez ar galvezouriezh-se "Carrier Sense".
 
==Ar [[skoroù treuzkas]] arveret evit Ethernet==
Linenn 31:
Da lakaat e pleustr ur rouedad Ethernet e c'heller ober gant funiegezh kevahel. Pep [[kartenn rouedad]] a rank neuze bezañ luget ouzh ar rouedad gant ul [[lugell]] BNC e "T". Ha pep ardivink a zo kennasket an eil ouzh egile gant ur fun gevahel. Ar reizhiad-se funiegezh a vez arveret gantañ aveadoù gourfennañ lakaet e pennoù ar fun da herzel ouzh an arhentoù "d'adlammat" ennañ. Un [[topologiezh rouedad|dopologiezh]] alvezel e bus e vez stummet gant ar seurt teknologiezh.
 
SkoueriegezhReolad Ethernet 10Base2 :
 
> 10Base2 (10Mbde ; treuzkas dre "bann diazez" enbonegañ "Manchester")
Linenn 53:
Parzhioù elektronek an tolper e vez darvanet gante ur fun alvezel en doare ma vez an trevnad a-bezh oc'h arc'hwelañ evel ur rouedad Ethernet reizh.
 
SkoueriegezhReolad Ethernet 10BaseT :
 
> 10BaseT (10Mbde ; treuzkas dre "bann diazez" enbonegañ "Manchester" ; Twisted Pair - reoù gwedennet - UTP 2 pe 4 re)