Semele : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: no:Semele
D Robot kemmet: pl:Semele (mitologia); Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Gustave Moreau 004.jpg|thumb|right|220px|''[[Zeus]] ha Semele'', livet gant [[Gustave Moreau]] ([[1894]]-[[1895]])]]
 
'''Semele''' (Σεμέλη / ''Semélê'' e [[gregach]]), a oa merc'h d'ar roue [[Kadmos]] (a savas kêr [[Tebai]]) ha d'an doueez [[Harmonia]], a oa unan eus serc'hed [[Zeus]].
 
C'hoar e oa d'ar rouanez [[Ino]] a zeuas da vout an doueez [[Leucotea]].
 
 
[[Rummad: mojennoù Hellaz]]
 
 
== Mojenn ==
 
Semele a oa belegez, oc'h ober war-dro aoter Zeus. Un deiz e oa an doue meur o nijal, hag eñ gwisket tres un erer gantañ, da evezhiañ ouzh lidoù graet dezhañ pa he gwelas o lazhañ un [[tarv]] war e [[aoter]], ha goude se o neuial er [[stêr]] da walc'hiñ ar [[gwad]] diwarni. Ha Zeus pitilh ganti, da vont d'he gwelet e kuzh.
 
[[Gwarizi]] a vage an doueez [[Hera]], gwreg [[Zeus]], ouzh Semele a blije kement da vestr an doueed, hag a oa dougerez diwarnañ. Gwiskañ a reas tres [[Beroe]], a oa magerez Semele, hag ar [[plac'h]] da anzav e kouske gant Zeus. Eben a lakaas Semele da ziskrediñ hag ec'h alias anezhi da c'houlenn digant Zeus dispakañ e c'halloud diraki. An doue meur ne gredas ket nac'h outi peogwir en devoa prometet reiñ dezhi kement tra a c'houlennje digantañ.
 
Neuze en em ziskouezas dezhi gant e dan-taran hag e [[luc'hed]]. War an taol e voe pulluc'het ar paourkaezh plac'h, pezh a oa gortozet gant Hera. A-boan e tennas diganti, eus hec'h askre, o mab [[Dionisos]], a voe lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz ur mizioù bennak ken na vije deuet ar c'houlz d'e c'henel.
 
Diwezhatoc'h, e teuas Dionisos da [[Lerna]], ambrouget gant [[Prosymnos]], da glask an hent war-du an [[Ifernioù]]. Tennañ a reas e vamm eus rouantelezh ar Skeudoù hag en he c'hasas d'an [[Olimp]], ma teuas da vout un doueez anvet '''[[Tione]]'''.
 
== Orin ==
Dont a ra Semele eus Semelo (Ζεμελώ / ''Zemelố'' e [[gregach]]), a oa doueez an douar e [[Frigia]], hag a veze enoret d'an [[nevezamzer]].
 
== Menegoù anezhi ==
Linenn 32 ⟶ 29:
{{Commons|Category:Semele}}
 
[[Rummad: mojennoùMojennoù Hellaz]]
[[Rummad:Serc'hed Zeus]]
 
Linenn 58 ⟶ 56:
[[nl:Semele (Griekse mythologie)]]
[[no:Semele]]
[[pl:Semele (mitologia)]]
[[pt:Sêmele]]
[[ro:Semele]]