Rainer Maria Rilke : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 32:
 
== Bloavezhioù gant [[Lou Andreas-Salome]] ==
Er gêr-mañ, e kejas gant [[Lou Andreas-Salome]], ha chom a rejont tost kenañ betek fin o buhez (dindan stumm ur garantez platonel). Kregiñ a reas da vat da skrivañ e gentañ barzhonegoù ha deizlevr Wegwarten, ul levr skignet digoust. Gant Salome e veajas e 1897 eus Wolfratshausen e-kichen München betek bannlev Berlin ma chomas betek 1901. E-pad ar c'houlz-se, e skrivas hag e embannas danevelloù evel ''Am Leben him''(A-hed ar vuhez) pe ''Zwei Prager Geschichten'' (Daou istor eus Praha). Etre miz Ebrel ha miz Even 1899, e veajas e Rusia gant Lou hag he gwaz. En em gavout a rejont gant ar skrivagner rusian [[TolstoïLyev Tolstoy|Tolstoi]]. Un eil beaj a reas e 1900 ma adwelas ar skrivagner. Goude-se e embannas al levr ''Vom lieben Gott und Anderes'' (Istor an aotroù Doue). E 1901, Rilke a zimezas gant Clara Westhoff, un diskibiez eus Rodin. Eus an eured-mañ, e voe ganet ur plac'h d'an 12 a viz Kerzu 1901 anvet Ruth Rilke. Met ar c'houblad a zispartias ur bloaz war-lerc'h. E miz Eost 1902, e zeas kuit da [[Pariz|Bariz]] m'en doa c'hoant da labourat war ul levr diwar-benn Rodin.
 
== Servij evit Rodin ==