Pier Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
}}
 
Ur barzh brezhonek (e gwenedeg) e oa '''Pier Laorañs''', ganet ha marvet e [[Belz]]. Tapout a reas e vachelouriezh e Roazhon e 1892, ha war-lerc'h ez eas da Bariz da studiañ ar skiantoù politikel. Aotreet e voe war ar Reizh e 1895 ha dont a reas da vezañ sekretour Charlez ar Govig.
Deskiñ a reas Pier Laorañs ar saozneg, an alamaneg, hag ar brezhoneg ivez, rak ne oa ket brezhoneger a-vihanik. Etre 1898 ha 1903 e savas an darn vuiañ eus e varzhonegoù, e brezhoneg hag e galleg.
E 1903 e timezas gant Mari-Jozefa Rio, ur Vretonez eus Pleuwigner divroet e Pariz. Mont a reas da vMannheim, e Baden (Alamagn) da gelenn an istor. E 1912 e tistroas d'an Oriant ha krouiñ a reas ar gelaouenn sizhuniezk ''L'indépendance républicaine''.
E 1914 e kuitaas e wreg hag e dri bugel da vont da soudard. Goude ar brezel e labouras da gelaouenner gant ''Le Nouvelliste'' betek an eil brezel-bed. Distrujet e voe e di gant ar c'hentañ bombezadegoù, hag aet an holl draoù, e skridoù en o zouez, gant an tan. E 1984 hepken e voe embannet e oberennoù gant Mouladurioù Hor Yezh.
 
{{DEFAULTSORT:Laorañs, Pier}}
 
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1874]]
[[Rummad:Marvioù 1952]]