Bendigeidfran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: it:Brân il Benedetto; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Harlech Statue The Two Kings.jpg|thumb|200px| ''"Y Ddau Frenin"'' (An Daou Roue) : Bendigeidfran o tougen korf e ni, [[Gwern]]. Delwenn e-kichen Castell [[Harlech]].]]
 
'''Bran''', pe '''Bendigeidfran''', pe '''Bendigeidfran fab Llŷr''' ('''Bran''' ''Benniget'', e brezhoneg), eo anv Roue [[Enez Vreizh]] ha [[breur]] [[Branwen]] en danevell ''[[Branwen ferch Llŷr]]'', an eil eus [[Pedair Cainc y Mabinogi]]. Ur [[ramz]] eo, ha n'eus ti bras a-walc'h evitañ, na bag kreñv a-walc'h .
 
E deroù an danevell emañ ar roue Bendigeidfran war ur roc'h en [[Harlech]] o sellout ouzh ar mor, gantañ e vreur [[Manawyddan]], ha daou [[hantervreur]], [[Nisien]] hag [[Efnysien]], mibion d'e vamm [[Penarddun]], [[merc'h]] [[Beli fab Mynogan]], bet dimezet a-raok. <br />
Listri zo o tostaat. Deuet eo [[Matholwch]], roue [[Iwerzhon]], da c'houlenn c'hoar Bendigeidfran, [[Branwen]], da zimeziñ. Graet e vo an [[eured]], emglev zo, ha banvez, ha traoù war an daol. <br />
Ha setu Efnysien, hantervreur Branwen, o tegouezhout e-kreiz ar fest. Konnar a sav ennañ pa glev ar c'heloù. Mont a ra da droc'hañ muzelloù, divskouarn, ha [[lost]]où kezeg Matholwch. Hag an Iwerzhonad da fuloriñ ivez. Evit sioulaat dezhañ e rank Bendigeidfran reiñ dezhañ kezeg nevez, hag ur [[kaoter|gaoter]] vurzhudus.
 
Hag an [[tud nevez|dud nevez]] da Iwerzhon. Eno e tremen mat an traoù da gentañ. Tri bloaz goude e teu un [[dred]] eus Iwerzhon da gas keloù dezhañ: vil a vez graet eus e [[c'hoar]] Branwen gant he fried. Hag eñ mont gantun arme da Iwerzhon. E-keit m'emañ e listri o treizhañ ez a eñ war droad a-dreuz ar mor.
 
Brezel zo, ha lazhet kalz tud. Trec'h eo ar Vrezhoned met ne chom nemet seizh anezho. Gloazet-fall eo Bran ha goulenn a ra bezañ dibennet ha kas e benn da [[Londrez]].
E-pad seizh vloaz ha pevar-ugent emañ ar seizh den o riboulat ha penn Bran gante o kaozeal.
 
== Haroz ==
Un [[haroz]] meur eo Bendigeidfran, e doare [[Cúchulainn]]. Hervez mojennoù all ez eo un [[doue]] er Bed Arall, sonour, brezelour, diouganour. Krediñ a reer eo gant ar gristeniezh eo e voe lakaet ar ger ''benniget'' e deroù e anv.
 
Linenn 23:
-->
 
== Lennadurezh ==
* Ifor Williams, ''Pedeir Keinc y Mabinogi'', [[Caerdydd]], [[1930]]. Meur a embannadur all goude.
 
[[Rummad: Mabinogi]]
 
[[Rummad: Mabinogi]]
 
[[cy:Bendigeidfran fab Llŷr]]
Linenn 34 ⟶ 33:
[[en:Bran the Blessed]]
[[fr:Bran le Béni]]
[[it:BranBrân (mitologia)il Benedetto]]
[[nl:Bran (Welshe mythologie)]]
[[pl:Bran Błogosławiony]]