Diocletianus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Diocletianus
D Robot ouzhpennet: vi:Diocletianus; Kemm dister
Linenn 6:
Savet en ur [[familh]] izel he renk e tiskouezas e oa donezonet evel penn milour dindan an impalaerien [[Probus]] hag [[Aorelian]]. Anvet da [[imperator]] gant e [[soudard]]ed goude marv [[Numerian]] e voe trec'h war vreur Numerian, [[Karin]] (Carinus), a oa bet anvet impalaer er C'hornôg hag ez eas d'impalaer asamblez gant [[Maksimian Iañ]].

== An Diarkiezh hag an Tetrarkiezh ==
Savet en deus Diokletian un aozadur dibar evit ren an impalaeriezh pa oa deuet e gorread re vras e gorread pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag e Gevred diwar impalaeriezh ar [[Parted|Barted]]. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken ma vo gwarezet mat an [[harz]]où. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.

Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an Diarkiezh (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ ''Jovius'' (an hini jupiterian) ha ne veze Maksimian nemet ''Herculius'' (an hini herkulian)
Maksimian a yeas da g[[Kaezar (titl)]] a-raok mont da Aogust e [[285]] hag e [[293]] e anvas Diokletian [[Galer]] (Galerus) evel e Gezar ha e lakaas Maksimian da envel [[Koñstanz Klor]] evel e Gezar dezhañ, an daou o ren ar C'hornôg e ''Augusta Trevirorum'' / [[Trier]] ([[Alamagn]] hiziv). Kuitaat a reas [[Roma]] (ha ne veze ket mui [[kêr-benn]] an impalaeriezh) evit en em staliañ e [[Nikomedia]] e [[Azia minor]] ([[Izmit]] e [[Turkia]] hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (''tetra'' = pevar e henc'hresianeg).

== Oberenn bolitikel ==
Adkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar [[melestradur]], an dastum [[tailh]]où hag an [[armerzh]]. Bodet e reas ar [[proviñs roman|provinsoù]] evit sevel 12 [[diokes]]ioù diouto. Lakaat a a reas pep a annezad, ha pa vije [[Italia]]ned, da baeañ an tailh hag e embannas ur [[skrid-embann]] evit stankañ ar [[priz]]ioù ha diouzh-se ar [[monc'hwez]].

== Heskinadur Diokletian ==
E [[303]] ec'h embannas Diokletian ma vo klasket ar gristenien ha rediet anezho da anavezout [[doueelezh]] an impalaerien. Diouzh e savboent e veze ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ en enor an impalaer. En heskinadur eus ar taerañ a zo bet renet e voe kondaonet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen ([[Santez Oanez]], [[Sant Euzeb]], [[Sant Marsel]], [[Sant Marselin]] en o zouez). Dek vloaz e padas an heskinadur betek [[Skrid-embann Milano]] e 313 ma tegasas ar [[peoc'h]] relijiel drezañ an impalaer [[Kustentin Iañ (impalaer)|Kustentin]]

== Diwezh ren Diokletian ==
E [[305]] e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, Galer ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ a yeas gant Galer hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e [[313]].

== Sell ivez ==
* [[Roll an impalaerien roman]]
* [[Impalaeriezh roman]]

{{Impalaer roman|
Tierniezh = [[Tetrarkiezh]] |
A-raok=[[Karin]] ha
[[Numerian]]
([[283-285]])|
Bremañ= '''Diokletian'''
([[285]] - [[305]]) |
Goude=[[Galer]]
([[305]] - [[311]])

Linenn 92:
[[tr:Diocletianus]]
[[uk:Діоклетіан]]
[[vi:Diocletianus]]
[[yo:Diocletian]]
[[zh:戴克里先]]