Argompezenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: ru:Пенеплен
D Robot kemmet: ca:Peneplà; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Geomorfologiezh]]
[[Rummad:Stumm douarel]]
[[Rummad:Douarouriezh Breizh]]
Pazenn gentañ an '''argompezenn''' a zeu diwar [[krignerezh|c'hrignerezh]] ar [[stêr]]ioù. E [[takad]]où 'zo, goude m'eo bet tizhet al live diazez gant red an dourioù e teu ar c'hrignerezh kostezel da grignañ an douaroù uhel etre ar stêrioù. Erfin, p'eo bet lamet kement takadig en nec'h e teu an takad da vezañ ur [[kompezenn|gompezenn]] hep merk a [[torosennadur|dorosennadur]]. Ma'z a ar gompezenn da vezañ plaen-tre e weler ar stêrioù o [[kildroenn|kildroenniñ]] pe o stummañ [[kanol]]igoù. Ma vez bountet da dizhout ul live uheloc'h diwar savidigezh [[menez]]ioù nevez en tiriadoù nes e krign ar stêrioù an douaroù en-dro ken ez a ar c'hildroennoù da vezañ [[kildroenn engravet|engravet]] hag e weler [[lamm-dour|lammoù-dour]].
 
== Argompezenn uhelaet [[Breizh]] ==
 
En [[proterozoeg|hoalad kentañ]] e savas ar [[pleg herkiniat|plegoù herkiniat]] diwar plegañ ar [[koc'henn|c'hoc'hennoù]] deuet gant sav-disav ar [[mor]] ([[krag]] ha [[pri]] a bep eil). En [[mezozoeg|eil hoalad]] e teuas Breizh hag an [[torosad Arvorig]] da vezañ un argompezenn. En [[kenozoeg|trede hoalad]], goude ma oa bet beuzet kazi holl Breizh gant ar [[mor]] oc'h uhelaat diwar [[teuzidigezh ar skornegoù]] e voe lakaet douaroù Breizh d'ul live uheloc'h diwar an nerzhioù o deus krouet an [[Alpoù]]. [[Fraihl]]et e voe meur a dakad, darn anezho uhelaet, darn all izelaet ha kleuzet e voe [[kanienn]]où gant meur a stêr.
 
[[Rummad:Geomorfologiezh]]
[[Rummad:Stumm douarel]]
[[Rummad:Douarouriezh Breizh]]
 
[[ca:PeniplanuraPeneplà]]
[[de:Rumpffläche]]
[[en:Peneplain]]