Brezhoneger : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''brezhoneger''' zo un den hag a gomz '''[[brezhoneg]]'''.
N'eus ket a enklaskoù war implij ar brezhoneg gant ar vrezhonegerien met meur a seurt brezhonegerien zo, ha gallout a reer gwelout 6 seurt anezho:
*ar re a ra gant ar brezhoneg a-hed an [[deiz]], en o ziegezh, en o labour, hag ivez e-pad an amzer tremenet e-maez o ziegezh hag o labour: ral inteo deuet da vezañ an dud a c'hall ''tremen hep ar galleg'' bemdez,
*ar re a ra gant ar brezhoneg a-hed an deiz, en o ziegezh hag en o labour, met ret dezho mont e galleg en o darempredoù diavaez: un tammig niverusoc'h,
*ar re a ra gant ar brezhoneg en o ziegezh,
Linenn 8:
***bugale zo hag a gomz brezhoneg ouzh o zud, a gomz galleg kenetrezo en tiegezh,
*ar re a ra gant ar brezhoneg en o labour hepken, hag a gomz galleg er gêr ouzh o fried hag ouzh o bugale
**en o zouez kelennerien brezhonegtud ha n'ouzont ket a-walc'h da gomz er gêr, a gav dezhe, da gomzvihanañ, erkelennerien gêrbrezhoneg zoken, peha ne fell ket dezhe lakaat ar yezh a gelennont en o buhez marteze,
*ar vrezhonegerien ha n'o devez ket tro da gomz brezhoneg nag en o ziegezh nag en o labour, ha ne gomzont ket alies:
**en o zouez tud-kozh ha ne gavont ket brezhonegerien en-dro dezho,
Linenn 18:
[[Galleger]]ien eo tost an holl vrezhonegerien hiziv eta, ha kalz anezho a ra muioc'h gant ar galleg eget gant ar brezhoneg. Betek-hen n'eus ket a studioù war implij ar brezhoneg gant ar vrezhonegerien evel n'eus ket ivez war niver a vugale savet e brezhoneg gant o zud.
==Kevredigezh vrezhonek kozh==
Gwechall e oa ar barrez diazez ar gevredigezh vrezhonek.
Brezhoneg a oa en iliz evit un darn (latin a oa ivez), hag e-barzh buhez ar gouerien. Bras pe vrasoc'h e oa lec'h ar brezhoneg er festoù, filajoù, festoù-noz pe [[gouren]]adegoù, hag er predoù bras hag euredoù.
 
==Kevredigezh vrezhonek nevez==
Da get eo aet ar brezhoneg en ilizoù hag e tost an holl davarnioù.
Bodet eo ar vrezhonegerien en-dro d'ar skolioù divyezhek muioc'h, met an niver bihanañ e vezont peurvuiañ. Er festoù-noz avat, hervez ar vro, e klever ar yezh, goude ma vez diaes a-wechoù goulenn ur banne e brezhoneg.
 
Festoù zo a vod muioc'h a vrezhonegerien, evel [[Ar Redadeg]], [[Gouel ar brezhoneg]], [[Saloñs levrioù Karaez]].
 
 
 
 
 
 
 
 
[[Rummad:brezhoneg]]