Ermengarde Anjev (dugez Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
En 1093 e voe dimezet da [[Alan IV]], dug Breizh, moarvat evit skoulmañ un emglev politikel a-enep da [[Normandi]], renet gant an dug [[Roparzh II (dug Normandi)| Roperzh Berr-e-heuz]], mab da [[Gwilherm Iañ]].
 
Ne blije ket Roazhon nemeur dezhi moarvat, rak ne chomas ket eno gwall bell , ha nebeutoc'h c'hoazh kornôg Breizh, pa ne ouie ket brezhoneg. Gwelloc'h ganti [[Naoned]] ha korn-bro [[Saumur]], en Anjev.
==Bugale==
Tri bugel o doe Alan hag Ermangard:
Linenn 25 ⟶ 26:
 
==Maouez santel==
Troet e oa gant ar relijion. Levezonet-bras e oa gant [[Robert d'Arbrissel]], a skoazellas da vrasaat [[abati Fontevraud]], en Anjev, ha di ez eas da chom dre ziv wech evel manac'hez, daoust ma tisplije d'an eskibien, evel [[Marbod]]. Eno e kavas priñsezed all, ha da gentañ [[Bertrada Monfort]] .
Skoazell hagarchag arc'hant a roas ivez d'ar sant [[Bernez Clairvaux]] ha d'an abatioù [[sistersian]]. Madoberourez abati [[Buzay]], e-kichen Naoned, e oa ivez.
 
En 1096 ec'h eas he fried da Balestina gant ar [[kroaziadeg|groaziadeg]] kentañ, ha hi a chomas da ziwall an dugelezh betek e zistro e 1101.
Linenn 34 ⟶ 35:
Alan IV a lezas e garg a zug gant e vab e 1112, ha dispartiet e voe Ermengarde diouzh he fried adal neuze. Mont a reas Alan da vanac'h da [[abati Redon]]. Eno e varvas e miz Here 1119.
 
E 1116 edo Ermengarde o chom en [[abati Fontevrault]] ma teuas da vout mignonez da eil pried he gwaz kentañ, [[Filipa Toulouse]], deuet di da repuiñ e 1116, abalamour ma edo [[serc'h]] Gwilherm, ''Dangereuse'' hec'h anv pe lesanv, o chom gantañ en e lez.
 
En 1117, pa oa tost da 50 vloaz, ez eas gant he mab d'an '''Eil [[Kroaziadeg]]'''.