Ermengarde Anjev (dugez Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
 
==Maouez santel==
Troet e oa gant ar relijion. Levezonet-bras e oa gant [[Robert d'Arbrissel]], a skoazellas da vrasaat [[abati Fontevraud]], en Anjev, ha di ez eas da chom dre ziv wech evel manac'hez, daoust ma tisplije d'an eskibien, evel [[Marbod]]. Eno e kavas priñsezed all, ha da gentañ [[Bertrada MonfortMontfort]] (1070-1117).
Skoazell hag arc'hant a roas ivez d'ar sant [[Bernez Clairvaux]] ha d'an abatioù [[sistersian]]. Madoberourez abati [[Buzay]], e-kichen Naoned, e oa ivez.
 
Linenn 49:
En 1118, pa varvas Filipa, e fellas da Ermengard ober droug d'he fried kentañ. Eus Fontevrault ez eas da lez Gwilherm Akitania ma c'houlennas groñs bezañ anavezet evel dugez. Gwilherm avat ne reas van.<br />
 
E miz Here 1119, pa intañvezas, ez eas da desteniañ diwar-benn he c'hentañ pried da [[sened-iliz]] [[Reims]], dalc'het gantar pab [[Calixtus II]], ma embannas buhez fall Gwilherm dirak an holl ha ma c'houlennas digant ar pab ma vije eskumunuget Gwilherm, taolet e serc'h e-maez palez an dug, ha ma vije-hi anavezet evel gwir zugez Akitania. Nac'h a reas ar pab reiñ he goulennoù dezhi, met kement-se ne viras ket outi da zerc'hel da glask noazout ouzh Gwilherm un toullad bloavezhioù c'hoazh.
 
==He marv==