Komenad kehentiñ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Da sikour ar c'houleverien e vez an urzhiataerioù kenereet ouzh ur [[Rouedad stlennegel|rouedad]] oc'h arverañ ur meziant lieselfennek a bourchas ur c'hetal hebleustr a live uhel evit an [[Arload stlennegel|arloadoù]]. Ardeiñ a ra ar meziant-se ent emgefreek al lodenn vrasañ eus munudoù ar c'hehentiñ hag eus ar c'hudennoù, pezh a ro an tu d'an arloadoù da gehentiñ aes. Neuze lodenn vrasañ an arloadoù rouedad arver da gehentiñ ur meziant rouedad ha n'etrewezhiadont ket rag-eeun gant ar periant rouedad.
 
An holl gevelerien ampleget er c'hehentiñ a rank bezañ en emglev gant un dastum reolennoù e-pad an eskemm kannadoù (peseurt areg arverañ ha peur e rankint bezañ kaset). Er bed diplomatel e vez anvet reizh-lez pe '''komenad''' ur seurt emglev. An dermen-se a vez arveret ivez evit ar c'hehentiñ etre urzhiataerioù : un dastum reolennoù e vez dezpiset gante evel mentmentrezh ar c'hannadoù hag ar gwezhiadurioù rekis evit pep hini anezhe e vez graet komenad rouedad anezhe (pe komenad kehentiñ stlenneg). Ar meziant a laka da dalvezout hevelep reolennoù a vez graet anezhañ meziant komenad.
 
Didres e c'hell bezañ ur c'homenad kehentiñ (da skouer an emglev d'ober gant ar [[boneg ASCII]] da dreuzkas restroù testenn) pe kemplezh (da skouer an emglev war arver ur gevreizhenn ziaes d'enbonegañ ar roadennoù).
 
'''Un hollad reolennoù kehentiñ o tespizañ ar ventrezh e vo treuzkaset ar roadennoù hervezi gant ar rouedad eo ar c'homenad'''.
 
Ijinennoù a zo estreget an urzhiataerioù a vez oc'h arverañ ur c'homenad da gehentiñ, evel ar [[pelleiler|pelleilerioù]] a vez oc'h ober gant ar c'homenad T30.