Mich Beyer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
 
Mich na oar ket resis gant peseurt skrivagner /-ez eo bet levezonet. Diaes eo dezhi lavarout petra 'zo chomet war-lerc'h en he spered diouzh ar pezh he deus lennet. Met ar pezh a blij dezhi lenn dreist-holl eo romantoù evel re [[Montalban]], da skouer, pe romantoù a [[India|Vro-Indez]] hag [[Amerika ar Su|Amerika ar C'hreisteiz]] pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù [[Afrika]] an hanternoz hag ar [[Reter-nesañ]]. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh.
 
Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E niverenn 377 Al Liamm, en notennoù, e kav kriz ar skridbarnadenn a oa bet en niverenn a-raok enep frankiz soñjoù ur mignon, [[Yann-Fulup Dupuy]] e anv. Setu ar pezh e skriv : "Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? ...
 
Din-me ez eo al lennegezh evel unan eus an hentoù a c'hell kas ac'hanomp war-zu komprenidigezh ar re all, a ra da bep unan ac'hanomp mont war-raok, a ra deomp dizoleiñ ha kompren ar mil perzh hag unan a ya d'ober Mab-Den. Ne c'hell ket bezañ ur pradig klozet mat etre girzhier uhel ma ne vefe nemet ur seurt loened o peuriñ ennañ, serret start o daoulagad war ar bed. Ar re zu gant ar re zu, ar merc'hed gant ar merc'hed, an heñvelrevidi gant o c'henseurted, savomp mogerioù uhel ha chomomp etre tud dereat !
 
N'eo ket d'am meno rentañ servij d'al lennegezh vrezhonek a vez graet gant seurt burutelladenn. Poent eo e vefe lezet honnezh da vevañ, da greskiñ ha da vezañ major. Er XXIvet kantved emaomp, poent eo dihuniñ."
 
==Oberennoù==