Mich Beyer : diforc'h etre ar stummoù

6 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
===Mennozhioù===
 
Mich Beyer na oar ket resis gant peseurt skrivagner /-ez eo bet levezonet. Diaes eo dezhi lavarout petra 'zo chomet war-lerc'h en he spered diouzh ar pezh he deus lennet. Met ar pezh a blij dezhi lenn dreist-holl eo romantoù evel re [[Montalban]], da skouer, pe romantoù a [[India|Vro-Indez]] hag [[Amerika ar Su|Amerika ar C'hreisteiz]] pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù [[Afrika]] an hanternoz hag ar [[Reter-nesañ]]. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh.
 
Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E niverenn 377 Al Liamm, en notennoù, e kav kriz ar skridbarnadenn a oa bet en niverenn a-raok enep frankiz soñjoù ur mignon, [[Yann-Fulup Dupuy]] e anv. Setu ar pezh e skriv : "Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? ...
292

modifications