Jakez Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 50:
 
Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet e stumm ul [[levr]] (Lannevern e kañv).
Brudet eo Jakez Konan e bed ar [[brezhoneg]] dre m’en deus skrivet kalzik a draoù, romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari... e [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] ha [[Feiz ha Breiz]] da gentañ ha goude ar [[Eil brezel bed|brezel]] en [[Al Liamm]], en [[Ar Bed Keltiek]] hag e [[Barr-Heol]]. Klasket en deus bepred liammañ yezh ar bobl, – e vrezhoneg en deus liv an tregerieg warnañ -, gant ar brezhoneg skrivet, o prouiñ dre-se nend eus moger ebet etre ar yezh skrivet hag ar peurrest eus ar brezhoneg pa c’hell an eil pinvidikaat egile. Stummet eo e zoare skrivañ gant rikted ha pervezhted ar yezh lennek unanet ha gant nerzh ha buhez ar yezh pobl, hini [[Treger]], ur rannyezh a anaveze mat-kenañ.
 
Modern eo ivez spered e skridoù, pa 'z int graet evit an amzer o ren, lod anezhe savet evit ar radio, evel e bezhioù-c'hoari da skouer.