Karbonifer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 63:
En Europa e vez kenaozet reier ar c'harbonifer eus gwiskadoù a [[raz]], [[krag|grag]], [[skiltr]] hag a [[glaou|c'hlaou]]. Asambles e furm ar pezh a vez anvet ''cyclothems'' er [[Stadoù-Unanet]] ha ''coal measures'' e [[Breizh-Veur]]. Goueledennoù ar c'harbonifer abred a vez morel ar peurliesañ, ar pezh a zispleg disrannadur ar c'harbonifer e Amerikan an Norzh. Ar glaou furmet e-pad ar c'harbonifer a bourvezas darn vrasañ an trelosk evit an [[dispac'h greantel]] hag ur pouez armerzhel bras en-deus c'hoazh hiziv.
 
Evit daou abeg e voe furmet glaou ar c'harbonifer. E-pad ar marevezh-se e yeas war-wel ar gwez kentañ gant plusk met ar bakteri barrek da ismoriñ al [[lignin]]. Mat tre e oa ar marevezh evit kreskadeg koadegoù geunniek bras. Daoust ma oa uhel a-walc'h live ar morioù izeloc'h e oa eget e-pad an [[devonian]], ar pezh a frankizas kelc'hiadoù-aod bras. Kalz karbon a voe beuziet er reier, a pezh a voe kaoz ur kresk eus ar feur a oksijen en [[atmosferenn]]. 35% a dizhas, war a greder, ar pezh a zegasas tanioù-gwall hag aesaat a reas donedigezh war-wel amprevaned ramz.
 
E biz [[Amerika]] e vez boutinoc'h ar gweleoù morel e-pad deroù ar c'harbonifer eget e fin ar marevezh.