Gododdin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pt:Gododdin
D Robot ouzhpennet: fy:Gododdinen; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:North Britain 547-685.png|thumb|300px|Ar Gododdin hag o amezeien]]
[[ImageSkeudenn:Y Gogledd.jpg|thumb|right|250px|''Yr [[Hen Ogledd]]'' pe "an Hanternoz kozh ". Kartenn eus hanternoz Enez Vreizh a-raok aloubidigezh ar Saozon]]
[[Skeudenn:Northumbria 802.jpg|right|thumb|350px|Enez Vreizh er bloaz 802. Lonket eo bet rouantelezh Gododdin gant [[Northumbria]]. ]]
 
 
 
Ar '''Gododdin''' a oa ur bobl [[Brezhoned|vrezhon]] a veve e biz [[Enez Vreizh]] (e kreisteiz [[Skos]] hiriv) hag a savas ur [[rouantelezh vrezhon]] e bro pobl ar [[Votadini]], en hanternoz da [[Moger Hadrian]], goude ma voe aet kuit ar Romaned. Amezeien e oant d'ar Bikted en hanternoz, da Vrezhoned [[Strat Clut]] er reter, ha re [[Bryneich]] er c'hreisteiz. Met aloubet e voe honnezh gant an [[Angled]], ha diwar neuze e komzer eus [[Bernikia]] kentoc'h.
 
'''Gododdin''' zo ur ger kembraek a vremañ, diwar ''Guotodin'' en [[hengembraeg]], ha ''[[Votadini]]'' e [[predeneg]] moarvat, hag e latin . <ref>[[Claudius Ptolemaeus]], "''[[Douaroniezh]]''" (war-dro an [[Eil kantved]])</ref>
 
=== Manaw Gododdin ===
''' [[Manaw Gododdin]] ''', a oa ur rouantelezhig dalc'het ganti ha ''Din Eidyn'' (pe [[Caer Eiddyn]]) dezhi da gêr-benn, hag a voe faezhet gant hec'h alouberien deuet eus Bernicia ha [[Deira]] en-dro da [[Catterick]] ([[Yorkshire]]), er bloavezh 638. Diwar-benn an emgann-se e voe savet e varzhoneg [[Y Gododdin]] gant [[Aneirin]].
 
== Ar Rouantelezh ==
N'oar ket sur betek pelec'h en em lede ar rouantelezh en resis, met dre vras etre [[Stirling]] ha Bernikia. Ar re a oa e kornad [[Clackmannanshire]] a oa anavezet evel ar ''Manaw Gododdin'' (Watson, 1926; Jackson, 1969). Hervez a gonter edo ar rouaned o chom e daou lec'h: [[Traprain Law]] ha ''Din Eidyn'' ([[Edinburgh]], a zo ''Dùn Éideann'' e [[gouezeleg]]), ha moarvat ivez e at ''Din Baer'' ([[Dunbar]]). Da vare emdennadeg ar Romaned war-dro [[410]], e kreder e voe kemeret ''Eburacum'' ([[York]]), kêrbenn an hanternoz roman, gant '' [[Coel Hen]] '' (''[[Old King Cole]]''). Hennezh, hervez Morris, a vije bet an diwezhañ eus an ''Duces Brittanniarum'' (Duged ar Vrezhoned) dindan ar Romaned. Gant se e teuas davout ur seurt roue meur en hanternoz [[Britannia]], hini ar Vrezhoned (hep ar Bikted), marteze bro ar [[Votadini]]. Honnezh eo ar vo a vo anvet ''[[Hen Ogledd]]'' pe [[Hanternoz Kozh]]. Goude e varv e voe rannet ar vro moarvat. War-dro [[470]] e oa aet douaroù ar Votadini d'ober rouantelezh Gododdin, hag ar c'hreisteiz , etre ar stêrioù [[Tweed]] ha [[Tees]] a deuas da vout [[Bryneich]], pe [[Bernikia]], a voe aloubet diwezhatoc'h hag a eas da ober un darn eus Rouantelezh [[ Northumberland]] .
 
== Rouaned Gododdin ==
Hervez [[David Nash Ford]] e oa heñvel rouaned Gododdin ha re [[Lothian]], ha meneget int er 'Pedigree 16' eus ''Harleian MS 3859''. Ar roue Lot pe Leudonus, an hini en deus roet e anv da Lothian, a zo meneget e anv e mojenn [[Sant Kentigern]].
 
[[Cunedda]], a savas [[Rouantelezh Gwynedd]] en hanternoz [[Kembre]] hervez ar vojenn, a vije bet ur pennkadour eus Manaw Gododdin a eas war-du ar mervent.<ref>[[Nennius]], ''"[[Historia Britonum]]"'' (war-dro an IXvet kantved)</ref>
 
 
== Goude 500 ==
Er VIvet kantved e voe aloubet Bryneich gant an [[Angled]], ha diwar neuze e voe anavezet evel [[Bernicia]]. Klask a rae an Angled kreskiñ o rouantelezh war-du an hanternoz, diwar-goust ar Vrezhoned. War-dro [[600]] e kouezhas 300 brezelour eus Gododdin en emgann Catraeth (moarvat [[Catterick]] en [[North Yorkshire]]), hervez a gont ar barzh brezhon [[Aneirin]] en e glemmgan ''[[Y Gododdin]]''.
 
E [[638]] e oa bec'h war gêr 'Din Eidyn', ha marteze e voe kemeret gant an Angled, rak seblantout a ra Gododdin bezañ bet dindan Bernicia diwar neuze. Petra a voe graet d'an dud, lazhañ pe sujañ, n'ouzer ket. Bernicia a deuas da vout ul lodenn eus [[Northumbria]], hag e [[954]] e voe diskaret gant rouantelezh [[danat]] (viking) [[York]]. Goude-se e voe enteuzet e [[Bro-Saoz]] unanet, met e [[1018]] e voe kemeret gant roue [[Bro-Skos]] [[Malcolm II]] betek ar stêr [[ Tweed]] .
 
== Lennadurezh ==
Linenn 33:
* W.J. Watson (1926, 1986). ''The History of the Celtic Place-Names of Scotland: being the Rhind lectures on archaeology (expanded) delivered in 1916.'' (Edinburgh, London: W. Blackwood & Sons, 1926; Edinburgh: Birlinn, 1986, reprint edition). ISBN 1-874744-06-8
 
== Pennadoù kar ==
 
* [[Votadini]]
* [[Brython]]
* [[Mynyddawg Mwynfawr]]
* [[Y Gododdin]], barzhoneg [[Aneurin]].
* [[Alt Clut]] • [[Bryneich]] • [[Efrog/Ebrauc]] • [[Elmet]] • [[Rheged]] [[Arfderydd]] • [[Calchfynydd]] • [[Carlisle]] • [[Catraeth]] • [[Coed Celyddon]] • [[Dumbarton Rock]] • [[Ynys Metcaud]]
* [[Aneirin]] • [[Coel Hen]] • [[Cunedda]] • [[Kentigern]] • [[Elffin ap Gwyddno]] • [[Gwallog ap Llaennog]] • [[Gwenddolau]] • [[Llywarch Hen]] • [[Morcant Bulc]] • [[Myrddin Wyllt]] • [[Owain mab Urien]] • [[Rhydderch Hael]] • [[Taliesin]] • [[Urien]]
 
== Notennoù ==
{{reflist}}
 
[[Rummad:Rouantelezhioù brezhon]]
[[Rummad:Gododdin]]
Linenn 52 ⟶ 53:
[[es:Gododdin]]
[[fr:Gododdin]]
[[fy:Gododdinen]]
[[gl:Gododdin]]
[[it:Regno dei Gododdin]]