Komenad kehentiñ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
 
Ijinennoù a zo estreget an urzhiataerioù a vez oc'h arverañ ur c'homenad da gehentiñ, evel ar [[pelleiler|pelleilerioù]] a vez oc'h ober gant ar c'homenad T30.
 
==Komenadoù [[rouedad stlennegel]]==
 
Galloud a reer amañ menegiñ un nebeut komenadoù rouedad e-touez ar re bennañ :
 
* [[TCP/IP]] a vez dre orin ur c'homenad, pe gentoc'h un heuliad komenadoù, danzeet evit ar [[reizhiad korvoiñ]] [[UNIX]]. Arveret e vez bremañ gant war-vetek forzh peseurt reizhiad rouedad.
 
* [[IPX/SPX]] a oa bet danzeet gant [[Novell]] evit e reizhiad korvoiñ Netware. Tamm ha tamm e teu da vezañ diamzeret pa vez Novell bremañ oc'h ober gant TCP/IP.
 
* [[NETBIOS]] danzeet gant [[IBM]] hag arveret bremañ gant [[Microsoft]] dindan stumm NetBEUI.
 
* [[Apple Talk]] danzeet gant [[Apple Computer]] e 1983 evit e handelv kentañ.
 
* [[SLIP]] (Serial Line IP) arveret evit ar c'hennaskañ poent ouzh poent a vez o labourat war live alvezel ar patrom [[OSI]].
 
* [[PPP]] (Point to Point Protocol) a zo un arwelladur eus SLIP.
 
* [[ATM]] (Asynchronous Transfert Mode) a zo komenadoù arveret gant ar rouedadoù uhel o c'has. Galloud a reer arverañ anezhe war ar rouedad pellgomz kement ha war rouedad stlennegel kennasket gant funioù reoù gwedennet pe luc'hedañv.