Maximianus Herculius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E [[Trier]] edo kêr-benn Maximianus metar peurliesaén e veze o vrezelekaat. E dibenn hañvezh ar bloaz 285 e vougas emsavidi Galia, a veze graet [[bagaudae]] anezhe. Eus 285 betek 288 e stourmas ouzh ar meuriadoù german a-hed lez ar [[Roen]]. War un dro gant Diocletianus e kasas ur politikerezh gwastañ ha leskiñ er broioù german en 288, evit reiñ un tamm habaskted d'ar proviñsoù roman war lez ar Roen, rag-aon da welout un aloubadeg german. <br />
 
Da ziwall aodoù mor Breizh en devoa anvet ar Galian [[Carausius]]. En em sevel a reas hennezh e 286, ha disrannañ a reas [[Enez Vreizh]] diouzh gwalarn Galia. En aner e klaskas Maximianus trec'hiñ war Carausius, ha distrujet e voe e vorlu en 289 pe 290. Letanant Maximianus, [[Constantius Chlorus]], a reas un droiad-vrezel a-enep warlerc'hiad Carausius, [[Allectus]] e anv, tra ma oa Maximianus oc'h en em gannañ war lez ar Roen. Trec'het e voe Allectus en 296, ha diskenn a reas Maximianus war-du ar c'hreisteiz da stourm ouzh ar vorlaeron maures en [[Hispania]] hag argadegoù ar Verbered en Maurétania. Pa voe echu gant an troiadoù-brezel-se en 298 ez eas da chom da Italia, ma vevas en aezoni betek 305. War c'houlenn Diocletianus en em dennas Maximianus d'ar 1añ a viz Mae 305, e roas an titl a [[Augustus]] da [[Constantius Chlorus]], hag ez eas da chom da greisteiz Italia. E dibenn 306 e kemeras dre laer an titl a Augustus, hag e roas harp da emsavadenn e vab Maxence[[Maxentius]] en Italia. En miz Ebrel 307 e klaskas tennañ e ditl digant e vab, kazeg a reas, ma voe ret skampañ kuit da lez warlerc'hiad Constantius Chlorus, [[Constantinus]] e anv, diazezet e Trier.
 
<!--
En avril 307, il tente de déposer son fils, mais échoue et s'enfuit à la cour du successeur de Constantius Chlorus, Constantinus, e Trier. Lors de la conférence impériale de Carnuntum, Dioclétien et son successeur, Galère, obligent Maximianus à renoncer de nouveau à sa prétention impériale. Au début de l'année 310, Maximianus tente de s'emparer du titre de Constantinus pendant que l'empereur mène une campagne sur le Rhin. Il reçoit peu de soutien, et il est capturé par Constantinus à Marseille. Il se suicide à l'été 310 sur ordre de Constantinus. Au cours de la guerre du nouvel empereur contre Maxence, tous les lieux publics sont purgés de l'image de Maximianus. Cependant, après la victoire de Constantinus, il est réhabilité et déifié.
-->