Yezhoù kreolek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ca:Llengua criolla
D Robot ouzhpennet: ms:Bahasa kreol; Kemm dister
Linenn 1:
Ur '''yezh kreolek''' a zo anezhi ur [[yezh]] [[pidgin]] diorroet a-hed an amzer ha deuet da vezañ yezh kentañ, pe c'hoazh yezh nemeti, ur strollad tud.
[[Rummad:Yezhoniezh|Kreoloù]]
[[Rummad:Yezhoù kreolek]]
 
Ur '''yezh kreolek''' a zo anezhi ur [[yezh]] [[pidgin]] diorroet a-hed an amzer ha deuet da vezañ yezh kentañ, pe c'hoazh yezh nemeti, ur strollad tud.
 
Abalamour da istor [[trevadennerezh]] un nebeud broioù eus [[Europa]] emañ diazezet an darn vrasañ eu yezhoù kreolek ar bed war ar [[saozneg]], ar [[portugaleg]], ar [[galleg]] hag ar [[spagnoleg]] gante ur [[substrat]] o tont eus ur yezh lec'hel bennaket.
 
Yezhoù eeun eo ar yezhoù pidgin savet war ar prim gant tud na ouzont ket yezh ur strollad tud all hag a rank mont e darempred gante e mod pe vod.
 
Ma teu ur yezh pidgin da vezañ ur '''[[yezh kreolek]]''' avat e vez diorroet ganti ur yezhadur leun ha stabil, dreist-holl dre ma vez desket ar yezh pidgin-se gant ar vugale da yezh kentañ dezhe. N'eo ket dre ret e teufe pep yezh pidgin da vezañ ur yezh kreolek koulskoude, ha mervel a c'hellont ober a-raok bezañ bet desket hag implijet da yezh kentañ gant den.
 
== Perzhioù boutin ar yezhoù kreolek ==
 
Dre studial meur a yezh kreolek dre ar bed e voe diskwelet gant enklaskerion evel Derek Bickerton da skwer ez int heñvel a-walc'h an eil ouzh eben e-keñver o [[yezhadur]]. Gant lod e vez implijet ar perzhioù boutin-se kenetreze evit arguzenniñ ez eo gwir damkanoù ar [[yezhadur hollek]]. Lod all, avat, a lâr ez eo anat e vefent damheñvel o tont evel m'emaint eus [[Yezhoù Europa|yezhoù europek]], heñvel a-walc'h d'o zro en ur arguzenniñ ez eo disheñvel a-walc'h ar yezhoù kreolek hep diazez europek evel an [[nubieg]] pe ar [[sangoeg]].
Linenn 16 ⟶ 13:
Setu ur roll eus un nebeud yezhoù kreolek e-touez ar re vrudetañ:
 
== Kreolegoù arabek ==
 
=== [[Nubieg]] ===
Diazezet war an [[arabeg]] ha krouet en XIXvet kantved gant soudarded o tont eus ar [[Soudan]] e [[Kenya]] hag e [[Uganda]].
 
== Kreolegoù nederlandek ==
Div yezh kreolek diazezet war an [[izelvroeg]] a veze komzet e [[Guyana]]: kreoleg Berbice ha kreoleg Skepi. Marv eo an eil hag o vervel emañ eben.
 
== Kreolegoù saoznek ==
 
=== [[Bislama]] ===
Yezh vroadel [[Vanuatu]] eo ar bislama (anvet a-raok ''Bêche-la-mar'').
 
=== [[Tok Pisin]] ===
Komzet e [[Papoua-Ginea Nevez]].
 
=== [[Kreoleg Torres Strait]] ===
Komzet evel yezh kentañ gant poblañs [[Torres Straits]].
 
== Kreolegoù gallek ==
 
=== [[Kreoleg Haiti]] ===
Komzet e vez ''Kreyol ayisyen''' e [[Haiti]] dreist-holl.
 
=== [[Kreoleg Maoris]] ===
Komzet evel yezh kentañ gant 80% eus poblañs [[Maoris]].
 
=== Kreolegoù an Antilhez ===
Meur a [[rannyezh]] kreolek disheñvel a vez komzet e [[Martinik]], [[Gwadeloup]], [[Dominika]], ha [[St. Lucia]].
 
== Kreolegoù alamanek ==
 
=== [[Unserdeutsch]] ===
Komzet dreist-holl e [[Papoua-Ginea Nevez]] hag e biz [[Aostralia]]. War boent mervel emañ.
 
== Kreolegoù portugalek ==
 
=== Kreoloù Kab Glas ===
Meur a rannyezh kreolek a vez komzet e [[Kab Verde]], diazezet war [[substrat]]où o tont eus yezhoù afrikanek disheñvel.
 
Linenn 59 ⟶ 56:
Teir yezh kreolek diazezet war ar [[portugaleg]] a vez komzet e [[São Tomé ha Príncipe]]: [[Forro]], [[Lunguyê]] ha [[Lungua N'golá]]. Ur [[substrat]] [[bantu]] he deus Lunga N'Golá.
 
=== Kriol (pe Crioulo) ===
Ar yezh kreolek kentañ diazezet war ar [[portugaleg]]. Komzet e vez e [[Ginea-Bissau]] e-lec'h ma talvez da ''[[lingua franca]]'' hag ivez e [[Senegal]].
 
Linenn 65 ⟶ 62:
Komzet e [[Aruba]], [[Curaçao]], [[Bonaire]]. Levezonet gant ar [[spagnoleg]] ivez.
 
== Kreolegoù portugalek-saoznek ==
 
=== [[Saramakeg]] ===
Komzet e [[Surinam]]. Disheñvel-tre eo deuet ar yezh kreolek-mañ da vezañ e-keñver ar yezhoù orin hag e oa bet savet diwarne. Diorroet he deus ar yezh-mañ ur sistem [[Tonenn (yezhoniezh)|tonioù]] zoken.
 
=== [[Sranan Tongo]] ===
Komzet e [[Surinam]].
 
[[Rummad:Yezhoniezh|Kreoloù]]
[[Rummad:Yezhoù kreolek]]
 
[[af:Kreooltaal]]
Linenn 102:
[[lt:Kreolų kalbos]]
[[lv:Kreolu valodas]]
[[ms:Bahasa kreol]]
[[nds:Kreoolspraak]]
[[nl:Creoolse talen]]