Rouantelezh an Izelvroioù : diforc'h etre ar stummoù

astennig
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(astennig)
 
== Gouarnamant ==
Ur gouarnamant a ra war-dro aferioù Rouantelezh an Izelvroioù. E gwirionez eo kemmesket gouarnamant ar Rouantelezh ha gouarnamant an [[Izelvroioù]]. E penn ar stad emañ ar roue pe ar rouanez. Ar roue-se zo e penn ar galloud (''regering'') e pep hini eus lodennoù ar rouantelezh. En e anv ez eus pep a c'houarnour en Aruba, Curaçao ha Sint Maarten. An aferioù boutin dezho holl eo ar re-mañ:
* [[Difenn]]
* [[Aferioù diavaez]]
* [[Keodedouriezh]]
* Dazbroañ (adkas unan d'e vro)
 
Evit an traoù all ez int fiziet e gouarnamant pep hini eus ar broioù zo er rouantelezh. Gant pep hini anezho ez eus ur [[bonreizh|vonreizh]] hag ur gouarnamant. En emvodoù kuzul ar rouantelezh e kemer perzh ministred an Izelvroioù hag ur ministr a-berzh pep hini eus ar broioù all.
 
Gant Rouantelezh an Izelvroioù ez eus ur sez er [[Broadoù Unanet]] hag ezel eo eus [[Unaniezh Europa]]. Nag Aruba na Curaçao na Sint Maarten n'emaint e-barzh Unaniezh Europa, met ur statud ispisial o deus enni. Dre m'int keodedourien eus ar Rouantelezh ha dre ma ne vez graet kemm evit se ebet etre broioù ar Rouantelezh ez int holl keodedourien eus Unaniezh Europa.
 
== Istor ==
78 769

kemm