Marinus van der Lubbe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
==E vuhez==
DispartieDispartiet e oa kerent Van der Lubbe ha mervel a reas e vamm pa oa-eñ 12 vloaz. E vugaleaj a gasas e familh e hanter-c[[hanterc'hoar]]. Pa oa 20 vloaz e stagas gant ur stummadur mañsoner. Ken kreñv e oa ken e voe lezanvet "[[Dempsey]]" gant e vignoned. Met abalamour d'ur gwallzarvoud-labour e [[1925]] e rankas dilezel ar vicher. Er bloavezhioù da-heul ec'h emezelas en ur strollad anvet Tu-enep micherourien an tu-kleiz ([[alamaneg]] : LAO). Bec'h a savas etrezañ hag e c'hoar neuze e tilojas da [[Leiden]] e [[1927]] hag eno e krouas ti Lenin, ma veze aozet emgavioù ha prezegennoù politikel. E Leiden en doe kudennoù gant ar polis : e [[1930]] e chomas div sizhunvezh-pad en toull-bac'h abalamour m'en doa distrujet prinistri burevioù ar skoazell sokial.
Etre [[1928]] ha [[1932]] e veajas Van der Lubbe e-diabarzh Europa. Fellout a rae dezhañ mont d'an [[Unvaniezh Soviedel]] met nac'het e voe outañ bezañ degemeret eno.
E miz C'hwevrer 1933 ez eas da Verlin ma klaskas lakaat tan e meur a savadur.