Kergustentin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Istor diechu}}
 
'''Kergustentin''', pe '''Kontanstinopolis''', pe '''Contanstinopolis''' ( Κωνσταντινούπολις e gregach, Constantinopolis e latin, Istanbul e turkeg)) , a zo bet diazezet e deroù ar [[IIIvet kantved]] gant an [[impalaer roman]] [[Constantinus Iañ]], pe [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin]], evit krouiñ un eil [[kêrbenn]] d'an Impalaeriezh roman, ur Roma nevez dibabet da anv nevez ar gêr gozh ''[[Bizantion]]'', met chomet eo an eil anv en enor da Gustentin, ''Constantinopolis'' (gresianeg : ''Κωνσταντινούπολις''). <br />
Dre urzh Kustentin eo bet adsavet hag adkempennet dindan un nebeud bloavezioù, kaset di kinkladurioù pinvidikañ an impalaeriezh. Lidet e voe an digoridigezh d'an 11 a viz Mae 330. Bravoc'h ha brasoc'h eget Roma e oa deuet da vezañ dre ma kreske pinvidigezh [[Impalaeriezh roman ar Reter]] a oa bet savet pa oa bet divizet gant [[Teodosius Iañ]] ma vije e zaou vab o ren war bep a hanterenn eus an impalaeriezh roman a oa erru re vras evit bezañ meret en un doare efedus gant ur renerezh kreizennet en ul lec'h hepken. Kêrbenn ar bed [[gresianeg|gresianek]] e oa ivez hag ur greizenn kenwerzh, an hini pouezusañ er bed anavezet e-pad [[kantved]]où. Deuet eo da vezañ [[Istanbul]], kêrbenn gozh ha kêr vrasañ [[Turkia]].
Annezidi Kergustentin a zo anvet ar Gergustentinidi, met graet e vez ar Vizañtiz eus outo peurvuiañ.