Karrez hud : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
Anavezet e oa ar c’harrezioù hud gant ar Sinaiz adalek 650 kent J.K. ha gant matematikourien arab adalek ar VII kantved moarvat pa z eas an armeoù arab da aloubiñ gwalarn Bro Indez. Kelennet oa bet dezho gant matematikourien Bro Indez ar steredoniezh hag ar matematik, hag ar matematik kediadurel da heul. Kavet eo bet ar c’harrezioù hud kentañ , a urzh 5 pe 6 en ur c’helc’hgeriadur bet embannet e Bagdad war dro 983. Kelc’hgeriadur ar Breudeuriezh hag ar Glanded (Rasa'il Ihkwan al-Safa). Karrezioù hud simploc’h a oa anavezet gant matematikourien arab a-raok.
Lod eus ar c'harrezioù se a voe implijet diwezhatoc'h asambles gant lizherennoù hud evel e Sham Al ma'arif evit skoazellañ strobinellerien.
An Arabed a vije bet ar re gentañ oc’h implijout anezho adalek an Xvet kantved evit o zalvoudegezh matematikel hepken. Ahmad al-Buni a embannas ul levr e lec’h ma leze a-gostez ar brizhkredennoù hud a oa stag outo betek hen war dro 1250. .
 
E Bro Sina e oa graet Luoshu : 洛书 eus ar c’harezioù hud hervez Levr ar stêr Luo . Taolennet e oant dindan stumm meur a arouez. Taolennet e voent gant sifroù e Bro Indez, al lec’h ma oa bet ijinet ar sifroù arab. Adkavet e vezont e meur a sevenadur eus Azia pe Europa, un dalvoudegezh relijiel dezho peurvuiañ.