Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:logoOfis.jpg|thumb|150px|Logo Ofis ar Brezhoneg]]
 
'''Ofis ar Brezhoneg''' a oa ur [[kevredigezh hervez lezenn 1901|gevredigezh]] , savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg., gant [[Lena Louarn]] a oa bet dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ, hag a zo bet kemmet he stadud e miz Here 2010. <br>
 
==Statud nevez e 2010==
Kemm zo bet e 2010, ha savet ur c'huzul-merañ nevez. <br />
 
Er c'huzul-merañ emañ [[Prefed Rannvro Breizh]], ar [[Rektor Akademiezh Roazhon]], un den eus an [[DRAC]], 3 folitikour eus ar [[Rannvro Breizh]] hag unan eus [[Rannvro Broioù al Liger]], ur politikour evit pep hini eus ar 5 departamant, Maer[[maer]] ar gêr lec'h m'emañ staliet ar sez, 2 zen een anv koskor an [[EPCC]], 3 den evit [[Diwan]], [[Divyezh]], [[Dihun]], hag un dileuriad eus ar Bodad Aliañ. Er Bodad Aliañ e kavor kevredigezhioù : n'ouzer ket piv na pet. N'ouzer ket ivez petra eteue teu da vezañ izili ar gevredigezh kozh hervez lezenn<br. />
 
 
 
 
==Istor==
 
Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz [[Mae]] [[1999]] e [[ti-kêr]] [[Karaez-Plougêr]]. Ur [[kevredigezh|gevredigezh]] bet savet diwar [[youl]] [[Rannvro Breizh]] eo. Kemeret he deus lec'h ha [[kefridi]]où ''Servij ar Brezhoneg'', a oa ur rann eus [[Skol-Uhel ar Vro]]. Diorren ar [[Brezhoneg]], skoazellañ ar [[strollegezh]]ioù, an [[embregerezh]]ioù, ar c'hevredigezhioù hag an [[hinienn]]où da ober gantañ, dastum [[roadenn]]où war [[saviad]] ar [[brezhoneg]] eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant [[Rannvro Breizh]], Ministrerezh ar Sevenadur, pemp [[departamant]] [[Breizh]] ha [[kêr]]ioù pennañ ar vro. E [[2006]] e laboure 20 den evitañ ha 100 [[youlad|ezel a-youl vat]] bennak a oa. Abaoe [[2007]] eo sikouret en e vont en-dro gant [[Rannvro Broioù-al-Liger]] ivez.