Maximianus Herculius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: fa:ماکسیمیان; Kemm dister
Linenn 1:
'''Marcus Aurelius Valerius Maximianus Herculius''' (war-dro 250 - Gouhere 310), pe '''Maximianus Herculius''' (pe '''Maximianus'''), a oa [[Caesar]] (pe kenimpalaer) adalek miz Gouhere 285, hag Augustus adalek ar [[1añ a viz Ebrel]] 286 betek ar [[1añ a viz Mae]] 305. <br />
Kenimpalaer hag Augustus e oa war un dro gant [[Diocletianus]], a oa a-us dezhañ, hag spered politikel Diocletianus a genglote mat gant nerzh Maximianus er brezel.
 
E [[Trier]] edo kêr-benn Maximianus metar peurliesaén e veze o vrezelekaat. E dibenn hañvezh ar bloaz 285 e vougas emsavidi Galia, a veze graet [[bagaudae]] anezhe. Eus 285 betek 288 e stourmas ouzh ar meuriadoù german a-hed lez ar [[Roen]]. War un dro gant Diocletianus e kasas ur politikerezh gwastañ ha leskiñ er broioù german en 288, evit reiñ un tamm habaskted d'ar proviñsoù roman war lez ar Roen, rag-aon da welout un aloubadeg german. <br />
 
Da ziwall aodoù mor Breizh en devoa anvet ar Galian [[Carausius]]. En em sevel a reas hennezh e 286, ha disrannañ a reas [[Enez Vreizh]] diouzh gwalarn Galia. En aner e klaskas Maximianus trec'hiñ war Carausius, ha distrujet e voe e vorlu en 289 pe 290. Letanant Maximianus, [[Constantius Chlorus]], a reas un droiad-vrezel a-enep warlerc'hiad Carausius, [[Allectus]] e anv, tra ma oa Maximianus oc'h en em gannañ war lez ar Roen. Trec'het e voe Allectus en 296, ha diskenn a reas Maximianus war-du ar c'hreisteiz da stourm ouzh ar vorlaeron maures en [[Hispania]] hag argadegoù ar Verbered en Maurétania. Pa voe echu gant an troiadoù-brezel-se en 298 ez eas da chom da Italia, ma vevas en aezoni betek 305. War c'houlenn Diocletianus en em dennas Maximianus d'ar 1añ a viz Mae 305, e roas an titl a [[Augustus]] da [[Constantius Chlorus]], hag ez eas da chom da greisteiz Italia. E dibenn 306 e kemeras dre laer an titl a Augustus, hag e roas harp da emsavadenn e vab [[Maxentius]] en Italia. En miz Ebrel 307 e klaskas tennañ e ditl digant e vab, kazeg a reas, ma voe ret skampañ kuit da lez warlerc'hiad Constantius Chlorus, [[Constantinus]] e anv, diazezet e Trier.
 
Emvodadeg a voe gant an impalaerien e Carnuntum ha rediet e voe Maximianus gant Dioclétien hag e zanvez-warlerc'hiad [[Galerius]], da zilezel e c'houlenn da vout impalaer.
E deroù 310 e klaskas Maximianus kemer lec'h Constantinus tra ma oa o vrezelekaat war lez ar Roen. Nemet sikour ebet ne gavas, pe dost, ha tapet e voe gant Constantinus e Marseille. En em lazhañ a reas en hañvezh ar bloaz 310 war urzh Constantinus. E-pad ar brezel graet gant an impalaer nevez da Maxentius e voe tennet skeudenn Maximianus eus an holl lec'hioù foran. <br />
Koulskoude, goude trec'h Constantinus, e voe lakaet da zoue.
 
 
[[an:Maximián]]
Linenn 25 ⟶ 24:
[[et:Maximianus]]
[[eu:Maximiano]]
[[fa:ماکسیمیان]]
[[fi:Maximianus]]
[[fr:Maximien Hercule]]