Urzh Sant Yann Jeruzalem : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
Ken kozh hag an {{XIvet kantved}} e vefe pa oa aet d'en em staliañ da [[Jeruzalem]] marc'hadourien kêr Amalfi en [[Italia]]. Tier-herberc'h hag ospitalioù a savas en [[Douar Santel]] evit degemer perc'herined klañv. Met evel ar Venec'h Ruz, [[Menec'h an Templ]], e teuas an Herberc'hourien da vezañ soudarded kerkoulz ha menec'h, evit difenn ar glañvourien en ospitalioù er penn kentañ met evit en em gannañ a-enep ar Sarazined da c'houde. Goude bezañ bet skarzhet diouzh an Douar Santel ez eas an urzh d'en em staliañ da g-[[Kiprenez]] a-raok aloubiñ [[Enez Rodez]].
O roud o deus lezet un tamm pep lec'h en Europa o sevel klañdioù a zegemere ar berc'hirined klañv. E Breizh e kaver meur a hini evel hini Sant Yann e [[Plougastell-Daoulaz]]