Rouantelezh an Izelvroioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Liammoù diabarzh
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astennig
Linenn 88:
 
== Istor ==
E [[1815]] e oa e [[Rouantelezh Unanet an Izelvroioù]] an [[Izelvroioù]] zo bremañ, [[Belgia]] (pe ''Zuidelijke Nederlanden'', Izelvroioù ar C'hreisteiz) ha [[Luksembourg (bro)|Dugelezh Veur Luksembourg]]. Dre ul liamm personel e oa stag an trede bro ouzh ar rouantelezh : dug meur Luksembourg e oa roue an Izelvroioù. Ouzhpenn se e oa trevadennoù gant ar rouantelezh en Amerika hag en Azia : [[Surinam]] hag an [[Antilhez Nederlandat]], hag [[Indez Nederlandat ar Reter]], zo deuet da vezañ [[Indonezia]] bremañ.
 
E [[1830]] e voe distaget Belgia diouzh ar Rouantelezh.
 
Goude marv ar roue Gwilherm III e [[1890]] ne gendalc'has ket an unaniezh personel etre Luksembourg hag ar rouantelezh abalamour ma oa doareoù disheñvel da gaout ar gurunenn en hêrezh : E Luksembourg ne c'halle ket ur vaouez mont da zugez veur ma c'halle bezañ rouanez an Izelvroioù. Setu ma tremenas an Dugelezh Veur gant ur skourr all eus ar familh Nassau, pa zeuas Wilhelmina da vezañ rouanez an Izelvroioù.
 
E [[1949]], goude ur brezel dieubidigezh a badas pevar bloaz, e teuas Indez ar Reter da vezañ ur stad dizalc'h. [[Ginea-Nevez ar C'hornôg]] a chomas e dalc'h an Izelvroioù betek [[1963]], ha neuze e voe staget ouzh Indonezia.
 
E [[1954]] e voe degemeret statud '''Rouantelezh an Izelvroioù'', ha drezañ e voe savet ul liamm nevez etre an Izelvroioù en un tu ha Surinam hag an Antilhez Nederlandat en tu all, ul liamm diazezet war ar parder. Emren e teue da vezañ ar broioù er-maez eus Europa tra ma oa karget an Izelvroioù d'ober war-dro o folitikerezh diavaez hag an difenn.
 
E [[1975]] e voe kuitaet ar Rouantelezh gant [[Surinam]].
 
E [[1986]] e teuas Aruba, a oa betek neuze un enezenn en [[Antilhez Nederlandat]], da vezañ ur stad dizalc'h.
 
E miz Here [[2010]] eo bet divodet an Antilhez Nederlandat. Deuet eo [[Curaçao]] ha [[Sint Maarten]] da vezañ izili da vat eus ar Rouantelezh, e-kichen an Izelvroioù, tra m'eo deuet an inizi all, [[Bonaire]], [[Sint Eustatius]] ha [[Saba]] da vezañ unanet ouzh an Izelvroioù, gant ur statud kumunioù emren.
 
[[Rummad:Istor an Izelvroioù]]