Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
alioù war mont en-dro ar wiki
Neal (kaozeal | degasadennoù)
votadeg
Linenn 2:
--[[Implijer:Fulup|Fulup]] 22 Ebr 2006 da 22:22 (UTC)
* Trugarez da gemer perzh e Wikipedia, an holloueziadur digor. Sellet em eus un tamm ouzh ar pennadoù nevez pe ouzh ar c'hemmoù degaset ganit. Setu un nebeud kuzulioù a c'hallan reiñ dit : diwall da veskañ ar pennadoù gant ar rummadoù. Ret eo merkañ anv ar rummad er pennadoù evel-mañ <nowiki>[[rummad:Anv ar rummad]]</nowiki>. Mont a raio war-eeun d'en em renkañ er rummad merket. Setu ma n'eus ket da skrivañ anv pennad ebet e pajennoù ar rummadoù. Evit danvez ar pennadoù, soñj mat emaomp o skrivañ un holloueziadur. Ret eo implijout ur stil neptu hag ul live yezh a zere d'ar yezh skrivet. Ret eo displegañ mat an traoù en ur soñjal ouzh an dud na ouzont ket eus petra zo kaoz er pennad. Da souer ar pennad [[Blood Feast]] n'eo ket skrivet dispar. Ret eo kregiñ gant displegañ petra eo (ur film), gant piv eo bet savet, pegoulz, piv a c'hoari e-barzh, hag all. Arabat skrivañ daou bennad gant an hevelep boued ivez evel Ar sinema spont ha sinema ar spont, na kennebeut teuzkas en ur pennad ledan-tre e ditl (Istor alamagn), traoù na dennont nemet d'un darvoud resis (reveulzi spartakour). Mat, ar pezh a gont eo mont war-raok ha tamm-ha-tamm e teuio plaen. Lenn un tamm ar pennadoù savet gant tud all ha sell ivez ar pezh a zo er yezhoù all, da skouer [[en:Blood Feast]]. Kalon dit da genderc'hel ganti. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 23 Ebr 2006 da 19:17 (UTC)
 
==Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)==
 
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ).
Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
 
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
 
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
 
Lennit ha votit amañ: [[Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)]]
 
--[[Implijer:Neal|Neal]] 5 Du 2006 da 08:42 (UTC) (Merour)