Kontadenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
En Europa, Charles Perrault (1628-1703) en deus kroget gant an dastum-kontadennoù hag o treuzsrivadur. Heuliet eo bet gant Madame D'Aulnoye, ar vreudeur alaman [[Jacob ha Wilhem Grimm]], ar Rusian Alexandr Nikolaievitch Afanassiev (1826-1871). E Breizh e kaver [[Fañch an Uhel]] evel ar c'hentañ dastumer skiantel, an abad Fañch Kadik, [[Yves Le Diberder]] ha [[Loeiz Herrieu]] evel e heulierien pennañ.
 
A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad [[Hans Christian Andersen]] hag an Alaman [[Ernst Hoffmann]] a zo ar muiañ anavezet. E [[Breizh]], [[Yann ar Floc'h]], [[Ivon Krog]] hag [[ErnestErwan ar Moal]] o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun.
 
==Konter ha konterez==
 
A-gozh, ar c'hontañ a zo bet dibunet ha treuzkaset gant ar vaouez, o wiata pe o nezañ (E [[Bro-Treger]] e vez graet eus ar filaj evit ar [[beilhadegnozwezh]]ioù hag e veze kontet istorioù er filajoù-se. Ar [[magerez|vagerezed]] o-deus treuskaset hep ehan keid ar c'hantvedoù miliadoù a gontadennoù ivez.<br>
Hag evit gwir, ar merc'hed o deus kroget er XVIIvet ktvd; treuzskrivañ kantadoù a gontadennoù en ur dastum bras, "Le cabinet des fées", meur a levrennoù gantañ. E-touezh ar merc'hed-se e kaver Madame d'Aulnoye("Contes de ma mére l'Oye).<br>
Marvailher a zo dezhañ ar memes ster ha konter.