Ellig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: bjn:Cingit; Kemm dister
Linenn 4:
Emañ etre ar '' [[muzelloù bras]] '' hag a-us d'ar '' [[muzelloù bihan]] ''.
 
== Kalc'h ar merc'hed ==
Heñvel eo ellig ar [[merc'h]]ed ouzh [[kalc'h]] ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur [[mezenn|vezenn]], ur [[pod-mezenn]], un [[nervenn]] liammet ouzh an [[empenn]]. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.
 
Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.
 
== Benveg ar blijadur ==
Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed.
Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.
 
== Hormon ar blijadur ==
Pa vez flouret an ellig e vez krouet gantañ okitokin, hormon ar blijadur, a c'hallje, hervez oberourien zo, displegañ ez a koshoc'h ar merc'hed eget ar baotred: "yaouankaat" a rafe ar merc'hed dre ma vez graet vad dezhañ .
 
 
Linenn 25:
 
 
[[ImageSkeudenn:20030520015715!Clitoris.jpg|thumb|right|Ar muzelloù digor hag an ellig]]
 
 
Linenn 31:
 
 
[[Skeudenn:Clitoris-Vivero-Becker.jpg|thumb|Kourzh ur vaouez. Gwelout a reer an ellig hag ar c'habellig ''(anvet Clitoral Hood war ar skeudenn)'' a vez ouzh e c'holeiñ.]]
 
[[FileSkeudenn:VulvaDiagram-800.jpg|thumb|left|280px|]]
 
[[Skeudenn:Flushvul numbered.jpg|thumb|right|280px|]]
 
== Anavet ==
Gant [[Hippokrates]] e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o [[glizh]], hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet.
Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an [[Iliz]] ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.
 
Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVIvet kantved. Er bloavezh [[1559]] e voe embannet gant [[Realdo Colombo]] (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur [[Padova]], al levr ''De re anatomica'' ma teskrive ennañ ''lec'h plijadur ar vaouez''. [[Gabriele Falloppio]], a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.
 
Er XVIIvet kantved e voe dizarbennet an daou ziskleriadur-se gant ur medisin danat a lavaras e oa anavet an ellig abaoe an IIvet kantved.
 
== Re vras, re vihan ==
[[Skeudenn:Clitoromegaly2.jpg|180px|thumb|right|Ellig re vras]]
Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.
 
 
Linenn 53:
Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus [[Afrika]] dreist-holl, met en [[Europa]] ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.
 
== Pennadoù kar ==
* [[Kourzh]]
* [[Revelezh an dud]]
* [[Toullañ an ellig]]
 
== Liammoù diavaez ==
* {{en}} [http://www.clitoris-film.com Clitoris-Film.com]
* {{en}} [http://www.the-clitoris.com The-Clitoris.com]
* {{en}} Cégep de Baie-Comeau Québec [http://www.cegep-baie-comeau.qc.ca/bio/Anatomie%20corps%20humain%20cd/bassin.html#Organes%20génitaux%20externes%20femme]
 
=== Levrlennadurezh ===
* ''Le clitoris, ce cher inconnu'', film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin
[http://www.clitoris-film.com] evit [[Arte]].
[http://www.arte-tv.com/fr/histoire-societe/Sexe-des-femmes/Programme/387780,CmC=387788.html]
* ''Un petit bout de bonheur'', Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.
 
 
[[Rummad:Kourzh]]
Linenn 76 ⟶ 75:
[[ar:بظر]]
[[bg:Клитор]]
[[bjn:Cingit]]
[[bn:ভগাঙ্কুর]]
[[bs:Klitoris]]