Konomor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
En [[560]], ''Chonoobro'' (pe ''Chonober'' pe ''Chonoo''), kont ar Vrezhoned ivez, en dije droet repu d'ur priñs , [[Chramne]], hag a oa mab d'e enebour ar roue frank [[Clotaire Ier]]. Detu ma teuas un armead Franked war e lerc'h, a dapas an tec'hour, a grougas anezhañ, ha devet e voe e gorf, hini e wreg ha re e verc'hed, en ul lochenn . Lazhet e voe ''Conomor-Chonober'' en un emgann e [[Merlevenez]] ([[Morbihan]]), pe er ''Releg'' en [[Plounéour-Ménez]]<ref>[http://remacle.org/bloodwolf/historiens/marius/chroniques.htm Chroniques de Marius d'Avenches (455-581) - Note n°20]</ref>.
 
==Mojenn ar Roue kriz==
Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kenkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn e vije bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab ha strivañ a reas d'en em zizober diouzh kement mab a oa ganet dezhañ. An hini diwezhañ e oa [[Trifina]] (santez a orin eus Sikilia) a oa merc'h da [[Gwereg Iañ]], ha c'hoar da [[Kanao Iañ]] ha [[Macliau]] . Gwilioudiñ a reas-hi ha genel [[Treveur]]. Gourc'hemenn a reas Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet 5 kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar gelted ha n'en doa ket asantet heuliaénheuliañ ar relijion kristen.