Ard Mhacha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : 250px|thumb|Ar gwel war kêr Ard Mhacha. '''Ard Mhacha''' zo ur gêr e Hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Ard Mhacha. Kêr-benn ar gon...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Armagh (04), November 2009.JPG|250px|thumb|Ar gwel war kêr Ard Mhacha.]]
'''Ard Mhacha''' (''Armagh'' e saozneg) zo ur gêr e [[Hanternoz Iwerzhon]], e [[kontelezh Ard Mhacha]]. Kêr-benn ar gontelezh eo. E 2001 e oa annezet gant 54 263 a dud.
 
Ur gêr a bouez eo bet Ard Mhacha en istor Iwerzhon. Hervez mojennoù kozh Iwerzhon e oa kêr-benn [[Ulaidh|Ulad]] war an dorgenn anvet [[Eamhain Mhacha]] (''Navan''), zo war lez ar gêr bremañ. En Ard Mhacha e voe savet un iliz vein gant sant [[Padrig]], avieler Iwerzhon, er bloavezh [[444]], a-hervez. Bremañ ez eus div iliz-veur enni, anvet o-div en anv sant Padrig, an eil evit feizidi an [[Iliz Katolik Roman]] hag eben evit re [[Iliz Iwerzhon|Iliz Anglikan Iwerzhon]]. En Ard Mhacha emañ arc'heskob katolik Iwerzhon. Ar roue [[Brian Boru]], a oa roue meur Iwerzhon en {{XIvet kantved}}, a vije bet douaret en Ard Mhacha ivez.
 
{{Commons|Category:Armagh}}