Politikerezh rannvro Unaniezh Europa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
==Palioù ar politikerezh rannvro==
 
E 2008 ez eus en Unaniezh Europa 271 rannvro, digempouez o live diorren. Meur a zilañs a zo gant rannvroioù zo: PDK izel, enezennadur, ekonomiezh gwallet gant adframmadurioù ekonomikel...
 
Mennout a ra ar politikerezh rannvro bihanaat an diforc'hioù ekonomikel ha sokial-se etre rannvroioù an Unaniezh, a noaz ouzh savidigezh un hollad kenstag ha buhezek. Diazezet eo ivez war deorienn an emsavioù keñveriet a ziskouez an tuioù mat eus kreskiñ an eskemmoù etre ar broioù, war-bouez ma vez ul live diorren damheñvel gant ar broioù-se. Kadarnaet eo bet ar pal-se gant Jacques Delors en e vuhezskrid : "Nec'het e oan gant kempouez etre roll ar marc'had hag ar reoliata, gant ar politikerezhioù kunduiñ ha kerreizhañ". Harpañ a ra erfin war un argerzh geografel, oc'h istimañ o deus ar geodediz european lec'hiet en un tiriad dibourvez nebeutoc'h a spletoù evit taliñ ouzh an dazont.
 
A-benn plaenaat ar stad-mañ eo bet difennet abred-tre pennaenn ar genskoazell gumuniezhel gant an Unaniezh. Tremen a ra ar genskoazell-se gant ur souten lec'hel, hervez an ezhommoù lakaet splann, met ivez gant palioù hollek evit diorren an Unaniezh.
 
Hiziv e venn ar politikerezh rannvro bihanaat an diforc'hioù etre ar rannvroioù dre harp tri fal boutin d'an holl rannvroioù : harpañ al labour, luskañ ingalded ar chañsoù (etre ar wazed hag ar maouezed peurgetket) ha gwarediñ an endro. En ur zoujañ ouzh an teir fennaenn-se e rank pep obererezh rannvro an Unaniezh bezañ lakaet e pleustr.