Germania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
'''Germania Magna''' pe '''Magna Germania''' (« Germania vras ») a veze graet eus an douaroù na oant ket bet aloubet gant ar Romaned, etre an [[Eil kantved kt JK|IIvet kantved kent JK]] hag ar [[VIvet kantved]] : an douaroù er c'hreisteiz da aod [[Mor an Hanternoz]] hag ar [[Mor Baltel]], en hanternoz d'an [[Alpoù]], etre Roen ha Vistul. Poblet an douaroù-se gant [[Germaned]].
 
En o c’hichen e oa douaroù all a oa annezet gant Germaned ivez met a oa bet aloubet gant ar Romaned : mont a raent d’ober ar proviñsoù anvet [[Germania Inferior]], [[Germania Superior]], [[Raetia]] ha [[Noricum]]. Meur a wech e voe klasket gantklaskas ar soudarded roman mont pelloc’h er reter d’ar [[Roen]], en aner avat. Ar C’hermaned, diouzh o zu, a oa kustum da dagañ ar c’hreñvlec’hioù roman e proviñsoù [[Germania Inferior]] ha [[Germania Superior]].
 
* ''[[Germania inferior]]'' (Germania Izel) a oa enni douaroù war ribl kleiz ar [[Roen]], en hanternoz da v-[[Bonn]], er reter d’ul linenn a dape eus andon ar stêr [[Oise (stêr)|Oise]] da [[Antwerpen]] (tammoù eus Alamagn, an [[Izelvroioù]] ha [[Belgia]] hiziv).