Revr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ar '''revr''' eo al lodenn eus [[korf]] an [[Den]] hag al loened troadek etre an [[divgroazell]] hag an [[divvorzhed]]. Meneget eo er [[Catholicon|C'hatholicon]] dindan ar stumm ''reffr'' ([[1499]]).<br>
 
Komzet e vez eus revr an traoù ivez : ur revr o deus ar pod-houarn, urar [[bag|vag]], urar [[karr|c'harr]], urar [[kanol (arm)|c'hanol]], urar [[gwez|wezenn]]...
 
===[[Dereadegezh]]===
 
Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger ''revr'' e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus ur ger all kevatal : daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger [[kil]] a gaver e-lec'h ''revr'' an Den en droienn "penn-kil-ha-troad".
 
==Ur ger hollek==
Linenn 24:
 
*''Kouezhañ war e revr''
*''Redek e revr'': redek ar vro. ''Hennezh a vez ordinal o redek e revr''. Ur '''reder-e-revr''' a vez atav war an hentoù.
*''Sachañ ar revr'': mont kuit; implijet evel-hen: "''Sach da revr ganit!''"
*''Sevel ar revr'': sevel. ''Sav da revr alese''!
Linenn 52:
 
==Gerioù deveret==
* ''revreg'revrek' pe ''revrieg'', '''revrek''' pe '''revriek''', (ar stumm ''eg'' eo a gaver gant Jules Gros).
** Ur '''revreg''' zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur '''revregez''' zo ur plac'h.
** enAn troiennoù "pennek -ha -revrek" pe "'''daoubennek-daourevrek'''": ''Lak da gaol pennek-ha-revrek''.
* '''revriañ'''
* '''revrad''', pe '''revriad'''. Ur ''revrad'' a c'hall bezañ
** un taol war ar revr
** pe un tortad, un toullad, ur c'horfad. ''Ober ur revrad'' a raio an hini a ev re.
** ur bern traoù: ur'' revriad traoù''
***Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav
** un dra vras: ''ur revriad aon'', ''ur revriad vezh''
** ''ur revriad hini'', da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
* '''direvr''': ur c'helorn direvr
* '''direvrañ''' a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
*'''a-revr''', en droienn '''chom a-revr''': ''labour chomet a-revr'' a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.
 
==Gerioù gant revr enno==